Augusta von Sachsen-Gotha
Augusta von Sachsen-Gotha (Gotha 1719-1772 Londrez) a oa ur briñsez alaman, merc'h da Friedrich II von Sachsen-Gotha-Altenburg (1676-1732), dug Sachsen-Gotha-Altenburg, ha d'e wreg Magdalena Augusta von Anhalt-Zerbst (1676-1740).
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimezet e voe da 16 vloaz da Frederick, priñs Kembre, mab henañ ar roue saoz George II ha Caroline von Brandenburg-Ansbach .
Priñsez Kembre e voe eus 1736 betek 1751, ha gortozet e oa he fried da vont da roue ha hi da rouanez. Siwazh dezhi e varvas he fried, ha mont a reas an titl a Briñs Kembre gant o mab. Pa varvas he zad-kaer, ar roue George II, 9 bloaz goude, e 1760, eo he mab henañ a voe lakaet da roue evel George III.
Nav bugel he doe:
He bugale
kemmañAnv | Deiz o ganedigezh | Deiz o marv | Evezhiadennoù |
---|---|---|---|
Augusta Breizh-Veur | 1737 | 31 Meurzh 1813 | dimezet e 1764, da Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig; bugale dezho |
George III | 4 Mezheven 1738 | 29 Genver 1820 | dimezet e 1761, da Charlotte von Mecklenburg-Strelitz; bugale dezho |
Edward, dug York hag Albany | 14 Meurzh 1739 | 17 Gwengolo 1767 | |
Elizabeth Breizh-Veur | 30 Kerzu 1740 | 4 Gwengolo 1759 | |
William Henry, dug Gloucester hag Edinburgh | 14 Du 1743 | 25 Eost 1805 | dimezet e 1766, da Maria Waldegrave, kontez Waldegrave; bugale dezho |
Henry, dug Cumberland ha Strathearn | 27 Du 1745 | 18 Gwengolo 1790 | (kaoz zo bet e vije bet dimezet da Olive Wilmot en 1767 met ne voe ket) dimezet e 1771 da Anne Houghton; divugel |
Louisa Breizh-Veur | 8 Meurzh 1749 | 13 Mae 1768 | marvet da 19 vloaz |
Frederick Breizh-Veur | 13 Mae 1750 | 29 Kerzu 1765 | marvet da 15 vloaz |
Caroline Matilda Kembre | 11 Gouhere 1751 | 10 Mae 1775 | dimezet e 1766 da g-Christian VII, roue Danmark, bugale dezho |
Lec'hanvioù
kemmañMeur a lec'h a voe anvet diwar hec'h anv, Augusta, gant ar Saozon en Amerika, e SUA hiziv: