Friedrich II von Sachsen-Gotha-Altenburg

Friedrich II von Sachsen-Gotha-Altenburg (1676-1732) a oa dug Sachsen-Gotha-Altenburg.

Friedrich II von Sachsen-Gotha-Altenburg

Mab e oa da Friedrich Iañ von Sachsen-Gotha-Altenburg ha d'e bried Magdalena Sibylle von Sachsen-Weissenfels. Ren a reas goude marv e dad e 1691. Met dre ma oa re yaouank e oa daou rejant gantañ: an duged Bernhard Iañ von Sachsen-Meiningen ha Heinrich von Sachsen-Römhild. Mont a reas da veajiñ d'an Izelvroioù ha da Vro-Saoz. Pa zistroas e 1693, e skrivas d'an Impalaer santel da gaout aotre da c'houarn e zugelezh goude ma ne oa ket en oad c'hoazh hervez al lezenn.

Dimezet e oa da Magdalena Augusta von Anhalt-Zerbst.