Carlota Spagn
Carlota Spagn, pe Carlota Joaquina de Borbón e spagnoleg, Carlota Joaquina Teresa Cayetana de Borbón y Borbón hervez hec'h anv ofisiel (1775-1830), a oa un infantez spagnol, rouanez Portugal hag impalaerez Brazil.
He buhez
kemmañGanet e oa d'ar 25 a viz Ebrel 1775 e Palez Aranjuez. Merc'h henañ Carlos IV, roue Spagn, hag e bried Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma e oa.
Dimeziñ
kemmañDek vloaz e oa e 1785, pa voe dimezet da João (1767-1826), eil mab Pedro III, roue Portugal, ha Maria Iañ. Ne voe sevenet eured João ha Carlota nemet d'an 9 a viz Genver 1790, pa oa-hi 15 vloaz, e Lisboa. Ur briñsez lorc'hus ha feuls e oa anezhi. Vil ha bihan e oa, hep bout korrez avat.
A rejantez da rouanez
kemmañMab henañ ar roue, José, an hini a oa da vout roue, met mervel a reas e 1788. Ha setu neuze João, pried Carlota, da bennhêr kurunenn Portugal, hag anvet da briñs Brazil ha da 17vet dug Bragança. Entre 1788 ha 1816 e veze graet priñsez Brazil eus Carlota. Met dre ma oa troet foll ar rouanez Maria Iañ goude marv he fried Pedro III, ha hini he mab José, e voe anvet hec'h eil mab João da rejant adalek 1792. Evit e bried Carlota, a oa priñsez Brazil abaoe 1788, a deuas da vezañ rejantez kenseurtez Portugal.
E lez Lisboa e krogas Carlota da voutañ he fri en aferioù ar stad ha da glask levezoniñ he fried rejant. Kement-se avat a zisplije kenañ da noblañsed Portugal, ha d'ar bobl a gleve o c'hlemmoù.
Iriennañ a reas Carlota da glask diskar he fried roue evit bezañ lakaet da rouanez ur rouantelezh a vodje Brazil ha Portugal. E 1806 e tizoloas João VI edo Carlota Joaquina o klask aozañ un taol er palez da gemer ar galloud. Neuze e voe kaset kuit eus Palez Mafra, ha kaset da chom, dindan evezh, da balez Queluz, nepell eus Lisboa. En 1808 e klaskas ar roue João VI aozañ tec'hadeg e diegezh da Vrasil rak aloubidigezh Portugal gant arme c'hall Napoleone Buonaparte. Hogen, pa vonet degouezhet e Río de Janeiro gant al lez, ne baouezas ket Carlota Joaquina gant hec'h iriennoù.
Entre 1808 ha 1812 e klaskas Carlota Joaquina kemer lec'h he breur Fernando VII evel rejant Spagn e-keit ma voe prizoniet hennezh gant an impalaer gall haz lakaet e vreur Giuseppe Buonaparte da roue Spagn.
E Brazil
kemmañEn amzer-se e oa Spagn dindan dreid gant armeoù Napoleone Buonaparte, hag ar rouaned Carlos IV, he zad, ha Fernando VII, he breur, a oa prizoniet e Bro-C'hall.
E 1807 e voe aloubet Portugal gant soudarded c'hall Napoleone Buonaparte.
E deroù 1808 e tec'has ar roue João VI hag an Tiegezh Bragança da Vrazil, war vourzh al lestr Príncipe Real (« priñs roueel »). Trevadenn bortugalat e oa Brazil d'an ampoent. Degouezhout a rejont e Salvador da Bahia d'an 2 a viz Genver 1808. Goude-se ez ejont da chom da Rio de Janeiro , d'ar Paço da Cidade, palez an impalaer diwezhatoc'h. Eno edo al lez, met ne oa ket echu gant iriennoù Carlota Joaquina. Entre 1808 ha 1812 e fellas da Carlota Joaquina kemer lec'h he breur Fernando VII evel rejant Spagn keit ma oa prizoniad e Bro-C'hall ha ma oa ar roue gall José Buonaparte e Madrid. Hervez Carlota ne oa nemeti, eus tiegezh ar roue Carlos IV, ha ne oa ket prizoniad gant ar C'hallaoued.
E Mae 1810 e timezas he merc'h henañ Teresa da Pedro, infant Spagn.
D'ar 4 a viz Gouhere 1812 e varvas Pedro Carlos de Borbón e Boa Vista, hep bezañ adwelet Portugal na Spagn e vugaleaj, ha setu Teresa intañvez da 19 vloaz.
Klask dastum en he dorn holl zouaroù Spagn en Amerika, dre ma kave dezhi e oa pennhêrez he zad prizoniad.
He mennad e oa kas un armead vrazilian da aloubiñ Buenos Aires ha hanternoz Arc'hantina. Siwazh dezhi ne deuas a-benn nemet da gemer lez hanternoz aber ar Rio de la Plata, a chomas en Impalaeriezh Brazil betek en 1822, hag anvet Cisplatina. Ar vro-se en em zistagas en 1828 da vezañ Republik Uruguay.
Fellout a reas dezhi lakaat he niz ha mab-kaer, Pedro Carlos de Borbón, infant Spagn, da ren en Amerika spagnol, diac'hub diouzh ar vetropolenn, dalc'het gant Bro-C'hall. Evit se e klaskas skoazell an amiral Sidney Smith, komandant listri saoz kaeet e porzh Rio[1].
Distro
kemmañEn 1820 e voe un emsavadeg en Oporto da c'houlenn distro tiegezh roueel Portugal. João VI ha Carlota Joaquina a zistroas er bloaz goude, met en Brazil e chomas ar mab pennhêr, Pedro de Bragança, ha gwashañ pezh zo, en 1822 ec'h embannas dizalc'hiezh an drevadenn, e kemeras an titl a impalaer hag an anv a Bedro Iañ.
E miz Meurzh 1826 e varvas ar roue João VI. lavaret e voe e oa bet kontammet gant e wreg Carlota Joaquina, pe gant o mab Miguel, .
He bugale
kemmañNav bugel he doe, c'hwec'h merc'h ha tri mab (daou a voe rouaned Portugal).
- e 1793 Maria Teresa,
- e 1795 Francisco António Pio.
- e 1797 Maria Isabel.
- e 1798 Pedro de Alcântara, a voe Pedro Iañ Brazil (ha Pedro IV Portugal)
- e 1800 Maria Francisca de Assis.
- e 1801 Isabel Maria, rejantez Portugal; ne zimezas ket.
- e 1802 Miguel, Roue Portugal.
- e 1805 Maria de Assunção.
- e 1806 Ana de Jesus Maria.
He marv
kemmañMervel a reas Carlota Joaquina e 1830 e palez Queluz, e Sintra, e Portugal gant ar c'hrign-bev.
Poltredoù
kemmañ-
Tiegezh Carlota Joaquina, gant Goya. Ne weler nemet penn Carlota.
-
Ar briñsez en bugel.
-
Rouanez Portugal
-
E Palez Queluz
-
Priñs Rejant Portugal hag an tiegezh roueel war ar c'hae e Belém kent lestrañ da vont etrezek Brazil
-
Ar Paço Imperial e Rio de Janeiro
-
Vista exterior da galeria de aclamação do rei de Portugal, Brasil e Algarves, D. João VI
-
Beija-mão, lez João VI e Brasil
-
Paço de São Cristóvão (Quinta da Boa Vista) en amzer Carlota Joaquina
-
Poltred Carlota war varc'h, gant Domingos Sequeira
-
Carlota, e 1827
Notennoù
kemmañ- ↑ Jean-François Labourdette, Histoire du Portugal, éd. Fayard, p. 496.