Maria Isabel de Bragança, Rouanez Spagn

Maria Isabel de Bragança (Queluz, 1797-1818 Madrid), a oa merc'h henañ João VI Portugal ha Carlota Joaquina Teresa Cayetana de Borbón y Borbón.

Maria Isabel de Bragança ( 1797-1818), Rouanez Spagn

He buhez

kemmañ

He zad a oa roue Portugal, he mamm a oa merc'h da Carlos IV, roue Spagn. Dimeziñ a reas e 1816, da 19 vloaz, d'hec'h eontr Fernando VII, roue Spagn, intañvet goude marv e bried kentañ Maria Antonia an Div Sikilia, tri bloaz a-raok. Gant an eured-se e oad o klask gwellaat an darempredoù etre Spagn ha Portugal, goude marevezh an aloubadeg gant armeoù gall Napoleone Buonaparte. Abalamour da se ivez e voe aozet un dimeziñ all entre an infant Carlos María Isidro, breur d'ar roue Fernando, gant ar briñsez Maria Francisca Portugal, c'hoar da Izabel.

Troet e oa Maria Isabel gant an arzoù. Hi an hini a glaskas dastum oberennoù arzel dastumet gant Rouaned Spagn d'ober ur mirdi roueel. Hennezh eo Mirdi ar Prado hiziv, digoret e miz Du 1819, bloaz goude he marv.

Bugale

kemmañ

Ur verc'h o doe: an infantez Maria Luisa, ganet e miz Eost 1817, hag a varvas e miz Genver 1818, da 4 miz. Mervel a eure Maria Isabel de Bragança er bloaz-se ivez e miz Kerzu, deiz war-lerc'h Nedeleg, da 21 bloaz, er gwentloù, goude genel ur verc'hig marv-ganet, e Palez Aranjuez.

He relegoù a voe a voe lakaet e panteon an Infanted e Manati El Escorial, ha neket e Panteon ar Rouaned, ma ne vez lakaet nemet ar rouanezed a zo bet mammoù da rouaned.

He fried ha eontr a addimezas div wech c'hoazh.

Lennegezh

kemmañ

Hi eo penndudenn ar romant Los espejos de Fernando VII gant María Pilar Queralt del Hierro e 2001.