Carlo Ferdinando an Div Sikilia
Carlo Ferdinando an Div Sikilia, pe Carlo Ferdinando di Borbone-Due Sicilie (Palermo, 10 Du 1811 – Torino, 22 Ebrel 1862) a oa ur priñs italian, ha priñs Capua e Rouantelezh an Div Sikilia.
Eil mab ar roue Francesco Iañ an Div Sikilia e oa ; María Isabel Spagn e oa e vamm. E 1836 e reas un dimeziñ morganatek, ma rankas bevañ en harlu goude.
Eured ha bugale
kemmañD'ar 5 a viz Ebrel 1836 ec'h euredas da Benelope Smyth, merc'h Grice Smyth eus Ballynatray, Kontelezh Port Láirge, en Iwerzhon e Gretna Green, Bro-Skos.
Daoust da se e c'houlennas aotre digant arc'heskob Canterbury da zimeziñ (pe addimeziñ) d'an dimezell Smyth en iliz St. George, e Hanover Square.
D'an 12 a viz Mae 1836, gant e vreur Ferdinando II an Div Sikilia, e voe embannet un dekred da gadarnaat diviz o zad Francesco Iañ an Div Sikilia, graet e 1829, a embanne e ranke an holl dud a ouenn roueel goulenn asant ar roue a-raok dimeziñ, ha ne vije anavezet an dimezioù diasanti.
Harluet eus ar rouantelezh ez eas ar c'houblad da chom da Enez Malta.
Daou vugel o doe :