Maria Klementine Aostria (1777–1801)
(Adkaset eus Maria Klementine von Österreich (1777–1801))
Ur pennad Maria Aostria zo ivez.
Maria Klementine Aostria (24 Ebrel 1777 – 15 Du 1801) a oa ur briñsez aostrian, arc'hdugez Aostria, deuet da vout rouanez an Div Sikilia.
He buhez
kemmañGanet e oa d'ar 24 a viz Ebrel 1777 er Villa di Poggio Imperiale en Arcetri, ur c'harter eus Firenze, a oa kêr-benn Dugelezh-veur Toskana.
Merc'h e oa da Leopold II an Impalaeriezh Santel (1747-1792) ha d'e bried, ar briñsez spagnol María Luisa Spagn ; o zrede merc'h ha dekvet bugel e oa.
E 1797 e voe dimezet da Francesco Iañ, roue an Div Sikilia.
Mervel a reas da 24 bloaz gant an dorzhellegezh ur pennadig goude ganet hec'h eil bugel.
Bugale
kemmañDaou vugel he doe Maria Klementine :
- Carolina Ferdinanda Luisa an Div Sikilia: (1798-1870), dimezet div wech :
- da Charlez, dug Berry, eil mab ar roue gall Charlez X ;
- d'ar c'hont Ettore Lucchesi Palli, Priñs Campofranco, dug Grazia ;
- Ferdinando (1800-1801), marvet da ur bloaz.
Levrlennadur
kemmañ- (en) Harold Acton : The Bourbons of Naples, Prion Books, 1998 (ISBN 978-1-85375-291-9)