Dugelezh-veur Toskana
Dugelezh-veur Toskana a voe savet e deroù ar XVIvet kantved gant an dug-meur Cosimo Iañ de' Medici.
Kement-se a c'hoarvezas goude ma oa bet kresket galloud kêr Firenze tamm-ha-tamm, ha dreist-holl goude unanet outi Republikoù Pisa ha Siena.
Distrujet e voe gant Napoleone Buonaparte e 1801, evit sevel Rouantelezh Etruria. Adsavet e voe en 1814, goude diskar Napoleone Buonaparte ha padout a reas betek 1860, pa voe ebarzhet e Rouantelezh Italia.