Rouantelezh Etruria

Rouantelezh Etruria a oa ur rouantelezh en hanternoz Italia hag a oa bet krouet gant Napoleone Buonaparte e 1801 diwar zistruj Dugelezh-veur Toskana, hag a badas betek 1807. E Firenze edo ar gêr-benn. Dont a ra an anv eus Etruria, anv latin bro an Etrusked.

Banniel Rouantelezh Etruria

Rouaned Etruria e 1804

E Feur-emglev San Ildefonso , ur feur-emglev kuzh e miz Here 1800, en devoa prometet ar C'honsul Napoleone Buonaparte krouiñ en Italia ur stad dindan ur priñs spagnol, rouantelezh Etruria, en eskemm ouzh daskor Louiziana gant Spagn. Dre c'hoap e voe lavaret « o devoa ar Vourboned eskemmet un impalaeriezh ouzh ur broviñs» gant o sinatur. Kadarnaet e voe kement-se e feuremglevioù Lunéville (9 C'hwevrer 1801) hag Aranjuez (21 Meurzh 1801).

Roet e voe kurunenn ar stad-se da Loeiz Iañ, mab pennhêr Ferdinando Iañ, dug Parma, a oa mab da roue Spagn. Mervel a reas Ferdinando en 1802, ha kemeret e voe e zouaroù gant Bro-C'hall, en desped d'al lezennoù hêrezh.

Ferdinando III Toskana, Dug-meur Toskana, a voe tennet e zouaroù digantañ, a voe troet en Rouantelezh Etruria, ha roet e voe dezhañ, evel digoll, douaroù arc'heskopti Salzburg en Aostria.

Pa varvas ar roue Loeiz Iañ en 1803 e teuas e bried Marie-Louise Etruria (merc'h da roue Spagn Carlos IV) da vout rejantez evit he mab Charlez-Loeiz Etruria.

Rouaned Etruria

kemmañ
  1. Loeiz Iañ Etruria, 1801-1803
  2. Charlez-Loeiz Etruria, 1803-1807, anvet ivez Loeiz II Etruria gant istorourien zo ; en e lec'h e renas e vamm Marie-Louise de Bourbon, anvet ivez ar rouanez Marie-Louise abalamour d'ober ar c'hemmm gant an impalaerez Marie-Louise, eil pried Napoleone Buonaparte.

Diwezh

kemmañ

E 1807 e tivizas Napoleone stagañ ar rouantelezh ouzh Bro-C'hall ha graet e voe tri departamant gall ganti : Arno, Méditerranée hag Ombrone.