Feur-emglev San Ildefonso (1800)

Ur pennad Feur-emglev San Ildefonso zo ivez.

E trede Feur-emglev San Ildefonso , ur feur-emglev kuzh d'ar 1añ a viz Here 1800, en devoa prometet ar C'honsul gall Napoleone Buonaparte krouiñ en Italia ur stad dindan ur priñs spagnol, anvet rouantelezh Etruria, en eskemm ouzh daskor Louiziana gant Spagn. Dre c'hoap e voe lavaret « o devoa ar Vourboned eskemmet un impalaeriezh ouzh ur broviñs » gant o sinatur. Kadarnaet e voe kement-se e feuremglevioù Lunéville (9 C'hwevrer 1801) ha feur-emglev Aranjuez d'an 21 a viz Meurzh 1801.

Al Louiziana daskoret da Vro-C'hall
Hanternoz Italia e 1799.

Mignonezed e oa an div vro, Spagn ha Bro-C'hall, a-hed an XVIIIvet kantved pe dost, met goude dibennañ ar roue Loeiz XVI en 1793, ez eas Spagn a-du gant Kentañ Kenunaniezh enebourien ar Republik c'hall, met faezhet e voe e Brezel ar Pireneoù.

E miz Eost 1795 e voe sinet Peoc'h Basel (1795) etre Spagn ha Gall, ma laoskas Spagn hec'h hanterenn eus Hispaniola (ar Republica Dominicana a hiriv) gant ar C'hallaoued.

Hanternoz Italia e 1799

kemmañ

E 1797, da vare Eil Feur-emglev San Ildefonso (1799) ez eas Spagn a-du gant Gall, e brezel an Eil Kenunaniezh hag e tisklêrias ar brezel da Rouantelezh Breizh-Veur. Da-heul e voe kollet ganti Enez Trinidad, ha dreist-holl Menorca, a chomas e dalc'h Breizh-Veur e-pad 74 bloaz (1708–1782), hag a voe adc'hounezet goude Brezel 1778–1783 etre Saoz ha Gall.

Poltredoù

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ