Ferdinando Iañ Parma

Ferdinando Iañ Parma

Ferdinando Iañ Parma, pe Ferdinando Maria Filippo Lodovico Sebastiano Francesco Giacomo, ganet d'an 18 a viz Gouhere 1751 ha marvet d'an 9 a viz Here 1802, a oa dug Parma, Piacenza ha Guastalla (1765-1802)

E vugaleajAozañ

Mab e oa da Filippo Iañ Parma ha da Elesbed Bro-C'hall (1727-1759), merc'h d'ar roue gall Loeiz XV. En 1757 ez eas kuit e vamm en-dro da lez Bro-C'hall war zigarez klask dimezioù mat d'he bugale: ar verc'h henañ d'an danvez impalaer, an eil merc'h da dug Bourgogn, ha klask sachañ gounidoù politikel all war ar marc'had. Daou vloaz goude e varvas eno, e 1759. Savet e voe gant e c'hoar henañ Isabella, ur goantenn speredek anezhi met kuitaat a reas an dugelezh en 1760 da zimeziñ d'an danvez-impalaer Joseph II an Impalaeriezh Santel, ha mervel a reas e Wien diwar hec'h eil gwilioud en 1763, o leuskel gwaz ha breur er brasañ glac'har.

E eil c'hoar, Luisa Maria Teresa Anna (1751–1819), ne zimezas ket da zug Bourgogn, a varvas en 1761. Met en 1765 ec'h euredas d'he c'henderv, priñs Asturiez ha danvez Roue Spagn evel Carlos IV (1748-1819). Er bloaz-se end-eeun e varvas o zad, an dug Filippo Iañ Parma, ha setu Ferdinando dug da 14 vloaz.


Dimeziñ ha bugaleAozañ

Dimeziñ a reas e 1769 da Maria Amalia Aostria, c'hoar-gaer d'e c'hoar henañ, hag eizhvet bugel an impalaerez santel, Maria Theresia; seizh bugel o doe.