Loeiz XV (Bro-C'hall)

(Adkaset eus Loeiz XV)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Loeiz XV, ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1710 e Versailhez (Bro-C'hall) ha marvet eno d'an 10 a viz Mae 1774 a voe Roue Bro-C'hall ha Navarra adalek 1715 betek e varv e 1774.

Loeiz XV a Vro-C’hall (Hyacinthe Rigaud)


Mervel a reas e dad pa oa 2 vloaz hag anvet e voe da zaofin en ofisiel. E dad-kuñv e oa ar roue Loeiz XIV, ha pa varvas hennezh e 1715 ne oa-eñ nemet 5 bloaz. E eontr-kozh, dug Orléans, a voe anvet da « rejant ar Rouantelezh » d'an 2 a viz Gwengolo 1715, betek ar 15 a viz C'hwevrer 1723: en dezi-se, krog ar c'hrennard en e 14vet bloavezh, e voe kemeret ar galloud gantañ.

Dimeziñ ha bugale Aozañ

Bugale hervez ar gwir Aozañ

 
Ar rouanez Marie hag an Daofin Louis, gant Alexis Simon Belle.

E bried Maria Leszczyńska a c'hanas dek bugel, ha tri anezhe a varvas yaouankik :

  1. Louise Élisabeth (1727-1759), dimezet da Filippo Iañ Parma, dug Parma
  2. he c'hoar gevell Anne Henriette (1727-1752),
  3. Marie Louise (1733), marvet gant ar sifern.
  4. Louis-Ferdinand de France (1729-1765), Daofin Bro-C'hall, tad da dri roue gall, ar vreudeur Loeiz XVI, Loeiz XVIII, ha Charlez X.
  5. Philippe Louis, dug Anjev (1733)
  6. Marie Adélaïde (1732-1800),
  7. Victoire Louise Marie Thérèse, Madame Victoire (1733-1799)
  8. Sophie Philippe Élisabeth Justine (1734-1782),
  9. Thérèse Félicité (1736-1744),
  10. Louise Marie, aet da leanez.

Serc'hed ha besterd Aozañ

Evel d'e dad-kozh Loeiz XIV e voe un toullad brav a serc'hed d'ar roue gall Loeiz XV, ha kalzik a vesterd. E beder serc'h kentañ e voe ar c'hoarezed de Nesle, peder c'hoar a oa merc'hed da Louis III de Mailly, markiz Nesle ha Mailly, priñs Orange. Sede anvioù e serc'hed :

  • Louise Julie de Mailly-Nesle, kontez Mailly (1710-1751), dimezet e 1726 (da 16 vloaz) d'he c'henderv Louis-Alexandre, kont Mailly. En 1733 e teuas da vout serc'h ar roue Loeiz XV, ha serc'h ofisiel en 1736. E 1739 avat e voe kemeret he lec'h gant he c'hoar Pauline. Dont a reas en-dro e gwele ar roue en 1741, met en 1742 e voe kaset kuit eus al lez war c'houlenn he c'hoar Marie-Anne ;


En e raok:
Loeiz XIV
Roue Bro-C'hall
Roue Navarra
 
17151774
War e lerc'h:
Loeiz XVI