Pauline Félicité de Mailly-Nesle

Pauline Félicité de Mailly-Nesle, kontez Vintimille (1712-1741), a oa serc'h d'ar roue gall Loeiz XV, evel teir all eus ar c'hoarezed de Nesle.

Pauline Félicité de Mailly-Nesle, poltredet gant Jean-Marc Nattier

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Louis III de Mailly-Nesle, markiz Nesle ha Mailly, priñs Orange (1689-1767) ha d'e bried Armande Félice de La Porte Mazarin (1691-1729), merc'h-vihan da Hortense Mancini gournizez-vihan d'ar c'hardinal Jules Mazarin.

Ne oa ket eus ar c'hoantañ, met speredek ha dichipot e oa. Er gouent, e-doare, he devoa embannet e vije karet gant ar roue hag e c'houarnje Bro-C'hall hag Europa.

E Gwengolo 1738 e voe kinniget el lez c'hall gant he c'hoar, kontez Mailly. Honnezh a gave dezhi e vije un dra vat kaout ur c'hoar ha mignonez e-touez an dud tost d'ar roue, evit diverrañ amzer ar priñs abaf ha tristidik. Ar c'hoar yaouank avat a strivas dinec'h da gemer lec'h an hini vras ha da lakaat skarzhañ anezhi eus al lez.


E 1739 e voe lakaet gant ar roue da zimeziñ da Jean-Baptiste Hubert Félix du Luc, kont Vintimille (1720-1777), un niz da arc'heskob Pariz. Bugel ebet n'o doe.

Ur mab bastard he doe avat, Charles de Vintimille (1741-1814), markiz du Luc, lesanvet an « Demi-Louis » (hanter-loeiz) dre ma oa pimpatrom d'e dad.

Mervel a reas Pauline Félicité de Mailly-Nesle diwar ar gwilioud. Keuz en doa ar roue. Gervel a reas kontez Mailly en-dro. Ha hi, ken madelezhus atav, a c'halvas ur c'hoar all, markizez La Tournelle. Ha honnezh ivez a gemeras he lerc'h, hag a lakas skarzhañ he c'hoar vras eus al lez. qui à son tour la supplanta et la fit, à son tour, quitter la cour.