C'hoarezed de Nesle

Ar C'hoarezed de Nesle a oa pemp merc'h Louis III de Mailly-Nesle, markiz Nesle ha Mailly, priñs Orange (1689-1767) hag e bried Armande Félice de La Porte Mazarin (1691-1729), merc'h-vihan da Hortense Mancini gournizez-vihan da Mazarin. Peder anezhe a voe serc'hed d'ar roue gall Loeiz XV :

  • Louise Julie de Mailly-Nesle, kontez Mailly (1710-1751), dimezet e 1726 (da 16 vloaz) d'he c'henderv Louis-Alexandre, kont Mailly. En 1733 e teuas da vout serc'h ar roue Loeiz XV, ha serc'h ofisiel en 1736. E 1739 avat e voe kemeret he lec'h gant he c'hoar Pauline. Dont a reas en-dro e gwele ar roue en 1741, met en 1742 e voe kaset kuit eus al lez war c'houlenn he c'hoar yaouankañ Marie-Anne ;
  • Pauline Félicité de Mailly-Nesle, kontez Vintimille (1712-1741), serc'h ar roue Loeiz XV, a c'hanas ur mab bastard, Charles, lesanvet an « Demi-Louis » (hanter-loeiz). E 1739 e timezas da Jean-Baptiste du Luc, kont Vintimille (1720-1777) ;
  • Diane-Adélaïde de Mailly-Nesle, dugez Lauraguais (1713-1760) ; dimezet da Louis de Brancas duc de Villars, dug Laurageais.
  • Hortense-Félicité de Mailly (1715-1799), an hini nemeti na voe ket serc'h d'ar roue Loeiz XV. Dimezet e voe da François-Marie de Fouilleuse, markiz Flavacourt.
  • Marie-Anne de Mailly-Nesle, markizez La Tournelle, dugez Châteauroux (1717-1744).

Poltredoù ar peder c'hoar serc'hed d'ar roue Loeiz XV

kemmañ