Carlotta di Parma
Carlotta di Parma, pe Calotta Maria Ferdinanda Teresa Anna Giuseppa Giovanna Luisa Vicenza Rosalia (1777- 1813) a oa ur briñsez italian eus Parma.
He buhez
kemmañMerc'h e oa d'an dug Ferdinando Iañ Parma ha d'e bried Maria Amalia d'Asburgo-Lorena, pe María Amelia Aostria. O fevarvet bugel e oa, diwar an nav a voe. Mervel en bihan a reas he breur yaouankoc'h, hag he div c'hoar vihan.
Daouzek vloaz ne oa ken pa grogas an Dispac'h gall. Un tamm goude eured he c'hoar henañ Carolina di Borbone-Parma, e 1792, d'ur priñs eus Sachsen, kenderv d'ar roue gall Loeiz XVI, e tisklerias Bro-C'hall ar brezel da Europa a-bezh, ha padout a reas ar brezel e-pad tostik ur c'hard kantved.
Un toullad mizioù goude e voe diskaret ar roue gall, ha bac'het war un dro gant ar rouanez, hag o bugale. Dibennet e voe ar roue hag ar rouanez goude prosezioù politikel.
Eured ha goude
kemmañEn 1795 e timezas breur Carlotta, ar priñs pennhêr Luigi, d'ur genitervez spagnol, Marie-Louise d'Espagne.
Neuze e voe aloubet Italia gant an armeoù gall, ma voe ret d'ar briñsed skampañ kuit.
E 1797, da ugent vloaz, ez eas da leanez, hag anvet e voe neuze seurez Giacinta Domenica.