Maria Theresia, pe Maria Tereza e brezhoneg, ganet e Vienna e 1717 ha marvet eno e 1780, a oa dugez-veur Aostria, rouanez Hungaria, rouanez Bohemia, hag a oa pried da Franz Iañ, Impalaer santel, ha kenimpalaerez.

Maria Theresia, arc'hdugez Aostria.
Andreas Möller: Maria Theresia e 1727, da 10 vloaz

He buhez kemmañ

Merc'h e oa d'an impalaer Karl VI an Impalaeriezh Santel ha d'e bried Elisabeth Christine von Braunschweig-Wolfenbüttel, hag arc'hdugez Aostria e oa a-vihanik. Dre ma oa marvet he breudeur ha c'hoarezed en bugel ne chome nemet Maria Anna Aostria (1718-1744).

En 1725 e lakaas he zad sinañ ar Pragmatica Sanctio gant ar Stadoù ha gant ar broioù estren. Hervez ar skrid e oa ar gurunenn da vezañ roet d'an henañ eus e vugale-eñ, pe blac'h pe baotr e vije. Neuze 'ta da Maria Theresia, diwar-goust merc'h e vreur henañ, Joseph Iañ, marvet a-raok dezhañ.

Pa varvas Karl VI en 1740, koulskoude, hag en desped d'ar Pragmatica Sanctio he devoe poan Maria Theresia da lakaat anavezout he gwir war ar gurunenn. Frederig II Prusia a lammas war Silezia, un douar pinvidik a oa d'an Tiegezh Habsburg, ha setu tarzhet Brezel Hêrezh Aostria.

He bugale kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ