Maria Josepha von Bayern
Maria Josepha von Bayern, pe Maria Josepha Antonia Walburga Felicitas Regula (1739–1767), a oa merc'h d'an impalaer Karl VII an Impalaeriezh Santel ha d'e bried Maria Amalie von Österreich.
Ganet e oa e München.
Dimeziñ
kemmañDimezet e voe d'an impalaer santel Joseph II, intañv goude marv e bried kentañ, Maria Isabella di Borbone-Parma (1741-1763). Ne oa ket karet gant he fried na felle ket dezhañ addimeziñ goude marv e bried kentañ, met plegañ d'e vamm impalaerez en devoa ranket ober.
Bugel ebet n'o doe.
He marv
kemmañMervel a reas e miz Mae 1767, daou vloaz goude an eured, gant ar vrec'h, evel pried kentañ an impalaer. 28 bloaz e oa. An impalaerez a deuas d'he gwelout pa oa klañv, he fried ne reas ket. Diwar-se e klañvas an impalaerez ivez, met kreñv e oa, ha pareañ a reas.
Beziet e voe Maria Josepha e Vienna. Ne deuas ket he fried d'an obidoù.
Goude he marv
kemmañE miz Here e teuas an arc'hdugez Maria Josepha von Österreich (1751–1767), 16 vloaz, da bediñ dirak arched he c'hoar-gaer a-raok kuitaat ar vro, da vont da zimeziñ da Ferdinando IV Naplez. Tapout a reas ar c'hleénved ha mervel buan.
Abalamour d'e bried Maria Josepha von Bayern, en 1778 et 1779, e voe gwelet Joseph II o c'houlenn kaout un tamm brav eus Bavaria, dre ma oa, emezañ, pennhêr e wreg. brezel a voe zoken, brezel hêrezh Bavaria. Ne c'hounezas an Habsbourged nemet an Innviertel.