Maria Anna von Österreich (1738-1789)

Maria Anna von Österreich

Maria Anna von Österreich (Vienna 1738–1789 Klagenfurt) a oa un arc'hdugez aostrian, merc'h da Franz Iañ an Impalaeriezh Santel ha d'e bried Maria Theresia.

Eil merc'h he zud e oa. Goude marv o bugale henañ e oa deuet da vout pennhêrez ar gurunenn, met klañvidik e oa ken n'halled ket he dimeziñ. E 1766 e voe anvet da abadez Frauenstift Praha. Goude ez eas da gouent Klagenfurt ma chomas a-hed he buhez.