Abati
Un abati[1] (eus ar ger latin abbatia, savet diwar ar ger arameek abba, a dalvez « tad ») a zo ur manati katolik pe ur gouent renet gant un abad (pe un abadez), a zo neuze tad (pe mamm) speredel ar gumuniezh menec’h (a vez graet leaned anezho ivez) pe leanezed.

Peurvuiañ e reer kouent eus un abati leaned ha leanezed pa ne vez ket graet an anv abad pe abadez eus ar rener.
Kalz koshoc'h eo ar stad a vanac'h (pe ar vanac'hegezh) eget an abatioù. Ne gaver ket ar ger abati e reolenn Benead Norcia, pa ne ra anv nemet eus manati. Kentañ gwel eus ar ger skrivet a zo en XIvet kantved. Cluny an hini zo kaoz d'ar c'hemm anv, hag a lavar penaos e ranker aozañ un abati, ha katolik pe latin hepken eo ar meizad a abati. Goude-se, evit lakaat ur manati da vout un abati e vo reolennoù disheñvel hervez an urzhioù relijiel.
Mont da vezañ un abati
kemmañPa n’eus ket kaoz eus an abatioù a-raok ar re krouet gant Urzh Cluny e veze graet manatioù eus an tolpadoù menec’h a gaved war ribloù ar Mor Kreizdouar hag e Bro-Durgn tro-dro da Sant Varzhin. Pa gavas gwelloc’h menec'h ar Reter kendelc’her gant reolenn Sant Bazil, e voe meret manatioù hag abatioù ar C’hornôg gant reolenn Sant Aoustin, reolenn Sant Benead ha reolenn Sant Kolomban.
Peurvuiañ e veze fiziet en un nebeud menec’h en em staliañ en ur savadur bennak a c’heller ober un diazezadur anezhañ. Pelloc’h e veze lakaet da brioldi dindan atebegezh ur priol. Ne c’helled sevel kumuniezh ar venec’h da abati emren nemet ma oa deuet da vezañ gouest da vevañ diwar e binvidigezhioù hag e savadurioù.
Istor ar vanac’hiezh latin
kemmañGoude ar skism etre an ilizoù roman hag ar re ortodoks (1066) e krogas ar vanac’hiezh latin (hini Kornogeuropa) da bellaat muioc’h-muiañ diouzh manac’hiezh ar Reter.
Pennadoù nes
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Gourel e Geriadur Hemon-Huon, gwregel e Geriadur an Here.