Méditerranée
Ar Méditerranée a oa anv un departamant gall en Italia da vare an impalaer gall Napoleone Buonaparte. Livorno e oa ar pennlec'h.
An anv
kemmañDont a ra an anv eus anv gallek ar Mor Kreizdouarel. N'eus forzh pehini eus an dek departamant gall all a-hed aod ar mor-se a c'hallje bezañ bet anvet evel-se.
Istor
kemmañKrouet e voe d'ar 24 a viz Mae 1808, pa voe staget Rouantelezh Etruria, savet 6 vloaz a-raok, ouzh Bro-C'hall. Enez Elba a voe staget outañ en 1811, a yae d'ober arondisamant Portoferraio.
Arondisamantoù
kemmañE 1812 e oant:
Pa voe trec'het Napoleone Buonaparte e 1814 e voe rannet an douaroù etre proviñsoù Livorno, Pisa, Firenze ha Siena, war-bouez Elba ma rene c'hoazh Napoleon, hervez Feur-emglev Fontainebleau.