Maria de' Medici (rouanez Bro-C'hall)

Maria de' Medici, anavezet e galleg evel Marie de Médicis, a oa ur briñsez italian, ganet e Firenze d'ar 26 a viz Ebrel 1575 ha marvet d'an 3 a viz Gouhere 1642 e Köln, a voe rouanez Bro-C'hall pa zimezas gant ar roue gall Herri IV e 1600, ha diwar neuze betek 1610, pa voe lazhet he gwaz, ha rouanez-vamm adalek neuze betek he marv.
Mamm e oa d'ar roue gall Loeiz XIII.
Eus he Bro-Italia e oa deuet ganti Eleonora Galigai ha Concino Concini.
He bugaleAozañ
C'hwec'h bugel he doe:
- Loeiz XIII, a renas war-lerc'h e dad;
- Elesbed Bro-C'hall (1602-1644)
- Christine Bro-C'hall (1606-1663),
- Monsieur d’Orléans (1607-1611)
- Gaston de France
- Henriette de France
LivadurioùAozañ
Un toullad mat a livadurioù zo bet graet gant Rubens da genver he donedigezh da Vro-C'hall hag hec'h eured.
Ar rouanez o tegouezhout e Marsilha, d'an 3 a viz Du 1600