Concino Concini
Concino Concini (war-dro 1575 e Firenze - 24 a viz Ebrel 1617 e Pariz) a oa marichal Bro-C'hall, mignon d'ar rouanez Maria de' Medici. E levezon vras war mamm Loeiz XIII a voe kaoz d'e vuntr aozet gant kourtizaned ar roue.
E vuhez
kemmañEurediñ a reas gant Eleonora Dori, c'hoar-laezh Maria de' Medici, d'an 12 a viz Gouere 1601. Un den rok ha lorc'hus e oa hervez ar vrud. Displijout a rae d'ar roue Herri IV, pried Maria de' Medici. D'ar 4 a viz Mae 1610, dek deiz a-raok marv ar roue, e voe darbet da Concini bezañ lazhet pan eas tre e ti Breujoù Pariz gant e dog war e benn.
Daoust ma oa kasaet koulz gant an noblañs ha gant ar bobl e oa ken kreñv e levezon, ha hini e wreg, war Maria de' Medici pa oa rejañtez, ma teuas a-benn da vezañ anvet marichal Bro-C'hall, da lakaat da skarzhañ ar c'hañseller Nicolas Brûlart de Sillery ha da reiñ ar garg a vinistr da Richelieu.
Ret e voe da Loeiz XIII irienniñ evit kaout an dizober eus Concini. Lakaat a reas ar baron Vitry da lazhañ anezhañ d'ar 24 a viz Ebrel 1617 e porzh palez al Louvre. E wreg a voe barnet evel sorserez ha devet e miz Gouere 1617. O madoù a voe roet da dug Luynes.