Karpos
Karpos (Καρπός /Karpós, « frouezhenn » e gregach), a oa ur paotr yaouank koant eus ar re goantañ.
Mab e oa da Zefyros (an avel gornôk) ha d'an nimfenn C'hloris (plac'h an nevezamzer hag ar bleunioù).
An tri anezho a ra ur vetaforenn naturel: gant an avel gornôk e teu an nevezamzer, a zegas bleuñv ha frouezh.
Karantez
kemmañEn oberenn Nonnos Panopolis eo kontet e garantez ouzh e vignon Kalamos. Daou amourouz int, beuziñ a ra Karpos un deiz ma oant o kouronkañ er stêr Maiandros. Gant ar glac'har e varvas Kalamos ma voe troet e raosklenn.
Skrid
kemmañ- Nonno Panopolis, Dyonisaka (XI).