Kalliope (Καλλιόπη / Kalliópê, « mouezh kaer » e gregach) a oa merc'h da Zeus ha Mnemosyne, hag ar goshañ ha furañ eus an teir muzenn. Muzenn ar varzhoniezh veurganek hag an helavarded e oa Kalliope, ha hi an hini a roe an awen da Homeros pa savas an Ilias hag an Odysseia.

Kalliope, hervez Cosmè Tura.

Mojenn kemmañ

Daou vab he doe: Orfeüs ha Linos, pe gant an doue Apollon, pe gant Oiagros, roue Trakia.

Barnerez e voe en tabut a voe etre Afrodite ha Persefone diwar-benn Adonis.

Livet e vez evel ur plac'h meurdezus he neuz-dremm hag ur gurunenn aour war he fenn. Hervez Hesiodos e tiskouez homañ he renk e-touez ar muzezed arall. Gant garlantezioù eo-hi fichet. Ur drompilh a vez ganti en un dorn hag ur meurgan en egile.

 
Ar Muzezed Ourania ha Kalliope (rann), gant Simon Vouet (e-tro 1643)

Gwelet ivez kemmañ

Liamm diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.