Ifikles a c'hall bezañ tri den disheñvel e mojennoù kozh Hellaz.

Breur gevell Herakles kemmañ

Ifikles (Ἰφικλῆς e gresianeg), mab da Alkmene ha da Amfitrion, a oa breur gevell Herakles, ha kompagnun d'an haroz meur e-pad ur pennad amzer, e mojennoù kozh Hellaz.
Dimeziñ a eure da gentañ da Aotomedousa, hag ur mab en doe ganti, Iolaos, a yeas da-heul e eontr meur a wech.

Dilezel a reas e wreg kentañ evit dimeziñ da eil merc'h Kreon, roue Thebai.
Pan eas Herakles en egar avat e lazhas daou eus e vugale.

Gloazet e voe war-lerc'h un emgann enep roue Elea, ha mervel a eure e Feneos en Arkadia.

Enoret e veze bep bloaz gant lidoù graet gant tud Fenea war e vez.

Daou haroz arall kemmañ