Afrodite Melos

delwenn

Afrodite Melos, anvet Gwener Milo dre fazi, zo un delwenn savet d'an doueez Afrodite (Gwener hec'h anv brezhonek) er marevezh henc'hresian, etre ar IVe kantved kt JK hag ar I kantved kt JK, bet kavet en enez Melos (pe Milos), hag a zo war ziskouez e mirdi al Louvre e Pariz.

Afrodite Melos

Kavidigezh

kemmañ

Bruched an delwenn a voe kavet e miz Ebrel 1820 e Melos, un enezenn er Mor Enezek gant ur c'houer anvet Yorgos Kentrotas a oa o klask mein da sevel ur voger en-dro d'e bark.[1]. Un deskard ofisour er verdeadurezh c'hall, Olivier Voutier, a oa eno o sellet. Troet e oa gant an hendraouriezh, a oa ur skiant nevez-flamm d'an ampoent. Goulenn a reas digant ar gouerien toullañ.

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Pasquier, Alain. La Vénus de Milo et les Aphrodites du Louvre. Paris : Réunion des Musées Nationaux, 1991 (ISBN 978-2-7118-0256-2)

Notennoù

kemmañ
  1. Pasquier 1991, p. 24.