Venus en he c'hluch

Venus en he c'hluch zo un doare delwennoù hellenek d'an doueez hellazat Afrodite (Venus ar Romaned) tapet a-greiz kouronkañ. Emañ an doueez en he c'hluch, he fennglin dehoù tost d'an douar, he fenn troet a-zehoù, ha peurvuiañ e vez he dorn dehoù war he skoaz kleiz, evel da guzhat he brennid[1].
Diouzh gwelout na pet addelwenn anezhi zo bet kavet e kêrioù roman kozh Italia pe Bro-C'hall e ranker lavarout e oa un delwenn a blije kenañ en amzerioù-hont. Un toullad skouerennoù eus Venus en he c'hluch o deus levezonet livourien e-leizh abaoe amzer Giambologna, a zo bet treset gant arzourien war-lerc'h Martin Heemskerck, a reas un dresadenn eus Venus en he c'hluch Farnese a zo e Naplez.

Venus Lely, a oa bet d'ar roue saoz Charlez Iañ ha d'al livour Peter Lely goude, a zo er British Museum bremañ.
  • Diwar-benn an doare kizelladurioù anvet Venus en he c'hluch eo ar pennad, ha neket diwar-benn un delwenn hepken : an holl re anavezet zo meneget er pennad.

An oberour

kemmañ

Ar patrom zo kaoz anezhañ en un arroud eus Istor Naturel Plinius an Henañ (xxxvi.35), ma ra ar gont eus an delwennoù e Templ Jupiter Stator er Porticus Octaviae, nepell diouzh ar Forom roman ; lenn a reer Venerem lavantem sese Daedalsas, stantem Polycharmus ("Venus o'n em walc'hiñ, "eus" Daedalsas, [hag unan all], en he sav, "eus" Polycharmus"), ma'z eus dave d'ur Gwener ha ne oa ket en he sav, graet gant un Doidalses, pe Daedalsas, dianav a-hend-all[2].

Delwennoù kozh

kemmañ
 
Venus en he c'hluch (Mirdi al Louvre)

Un tamm mat a vec'h a vez o klask disheñvelout an holl zelwennoù roman a zo bet graet en doare-se diwar skridoù hag an deskrivadurioù anezhe hepken, kement a gizelladurioù zo, met lod zo gant ur jarl dour, pe un Eros bennak ouzhpenn, ha neuze e vez aesoc'h diouzhtu.
Da skouer, delwenn Mirdi ar Peniti, ha homañ.

Venus en he c'hluch a veze paret alies gant un delwenn kluchet all eus an Henamzer, an Arrotino.

Da vare an Azginivelezh

kemmañ

Abaoe an Azginivelezh

kemmañ

Meur a Venus en he c'hluch a voe savet e stal Giambologna hag e hêr Antonio Susini ; e-touez ar skouerennoù-se eus delwennoù arem Gwener bihanaet gant Susini ez eus unan hag a oa e dastumad ar roue gall Loeiz XIV, hag a zo e dalc'h an Holburne Museum of Art e Bath[12] ; unan all zo e dastumad Prince Carl Eusebius von Liechtenstein[13].

Notennoù

kemmañ
  1. E darn eus an addelwennoù e kaver stummoù disheñvel, eus ar bruched, eus an divvrec'h.
  2. Eus an arroud-se ez eus kaoz e Monumenta Rariora. En tu all d'ar meneg eus an delwenn-se e templ Jupiter Stator, e skrid Plinius, ne oa nemet ur Zeus Stratios e Nikomedia anavezet evel "eus" "Doidalses", a vije, dre m'emañ e Nikomedia, ur c'hizeller bitiniat eus an IIIde kantved (Haskell and Penny 1981:323, noting Lullies 1954). Un delwennig varmor eus Zeus Stratios kavet e Camirus a ro un tamm soñj eus penaos e oa an delwenn gollet. Ma ne vije ket anvet Venus Doidalses e vije sklaeroc'h an traoù.
  3. Theoi Greek Mythology ; renabl 6293.
  4. Bremañ distaget eus an delwenn.
  5. Embannet gant Carlo d'Arco, Delle Arti e degli artefici di Mantova, II (1857), pp. 168-71.
  6. Une figure de femme accroupie de marbre, aucuns disent Venus delli Eli, autres Hélène de Troye, c'est la plus belle statue de tous estimée à 6 mille escus.
  7. Alessandro Luzio, La Galleria dei Gonzaga venduta all'Inghilterra nel 1627-28 (1913), Scott-Elliot 1959:220 notenn 19.
  8. British Museum
  9. Theoi Greek Mythology
  10. Theoi Greek Mythology
  11. Deskrivet eo bet gant Étienne Michon e-barzh Syria 6 (1925), p 303-13.
  12. Susini's Kneeling Woman Bathing
  13. Liechtenstein Museum
  14. (Haskell and Penny 1981:323)

Levrioù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Haskell, Francis and Nicholas Penny, 1981. Taste and the Antique: The Lure of Classical Sculpture 1500-1900. (Yale University Press).
  • Beard, Mary and John Henderson, 2001. Classical Art: from Greece to Rome (Oxford University Press)
  • Lullies, Reinhard, 1954. Die kauernde Aphrodite (München: Filser)

Liammoù diavaez

kemmañ