Marevezh hellenadek

(Adkaset eus Hellenek)

Ar marevezh hellenadek, etre ar IVvet hag ar Iañ kantved kent JK, zo ur marevezh en istor ar bed kreizdouarel a ya eus talek marv Aleksandr Veur betek faezhidigezh Kleopatra. Alies e vez gwelet evel ur marevezh-tremen, a-wechoù evel un amzervezh gweñvidigezh, war-lerc'h splannded ar Marevezh Klasel hag a-raok hini nerzh an Impalaeriezh roman, hag abalamour da se ne vez ket studiet kement gant an istorourien. Koulskoude e skede kêrioù evel Alexandria, Antioch, Pergamon, bleuniañ a rae ar c'henwerzh, ha kreskiñ a rae pouez ar gresianeg er rannved-se, ma kemmas kalz ar Reter Tostañ a-raok ma tremenas dindan mestroni Roma.

Soudarded hellenek e rouantelezh Ptoleme, en Egipt, 100 kent JK, munut eus marelladur Palestrina
Marelladur Alesant, eus Ti ar Fauna, Pompei, bremañ e Mirdi Broadel Hendraouriezh Naplez

Troienn eus an XIXvet kantved

kemmañ

En XIXvet kantved eo e voe termenet ar Marevezh hellenadek gant an istorourien hag ar ger hellenadek e-unan ("hellenistic" kentoc'h) gant an istorour alaman Johann Gustav Droysen er Geschichte des Hellenismus e 1836 ha 1843.