Enez Rodos
Enez Rodos pe Rodez (Ρόδος Ródos e gresianeg, Rodos ivez e turkeg) zo un enezenn C'hresian e Mor Egea.
Enez Ródos Ρόδος | |
---|---|
Gweledva e Su Enez Ródos | |
Douaroniezh | |
Riez | Gres |
Rannvro | Egea ar Su |
Distrig | Ródos |
| |
Gorread | 1 401 km² |
Pennlein | Menez Attávuros (1 216 m) |
Poblañs | 115 490 (2011) |
Stankter | 83 |
| |
Rann-eur
• Hañv |
UTC+2
UTC+3 |
| |
Kodoù post | 85x xx |
| |
Internet | www.rhodes.gr |
Emañ e gevred Dodekanesa, lec'hiet 17,7 km a-vaez da Durkia, etre Gres ha Kiprenez.
E 2011 e konted 115 490 a dud o chom enni.
Kêr Rodos
kemmañ- Pennad pennañ : Ródos
Ródos eo ivez anv kêr vrasañ ha kêr-benn an enezenn, enni 49 541 a dud o chom.
- Ramz Rodos a oa un delwenn ramzel e toull-porzh kêr Rodez hag a oa unan eus seizh Marzh ar Bed.
- Apollonios Rodos a oa ur barzh eus an IIIe kantved a-raok JK.
Istor
kemmañAdalek Oadvezh ar Maen e oa tud en enez.
E 322 kent Jezuz-Krist e voe staget Rodez ouzh impalaeriezh Aleksandr Veur. War-lerc'h e varv e chomas darempredoù stank etre Rodos ha rouantelezh ar Btolemeed a oa o ren en Egipt.
E 164 kent Jezuz-Krist e voe sinet un emglev gant kêr Roma.
Er Iañ kantved e teuas an abostol Paol da brezeg an aviel di.
Etre 1307 ha 1522 e oa diaezet Urzh Malta en enezenn. Gant soudarded an urzh e voe aloubet an enezenn etre 1307 ha 1310. Pezhioù mogerioù a weler hiriv c'hoazh a voe savet en-dro da gêr.
E goueled kêr emañ ar c'hollachion, m'edo palez mestr-meur an Urzh, hag an tier-herberc'h ma veze annezet soudarded an urzh a deue eus Europa ar C'hornaoueg da stourm a-enep Muzulmaned Palestina.
Seziz a voe laket war gêr Rodez e 1480, hogen ne voe ket aloubet gant Turked Soleiman a-raok 1522, war-lerc'h ur seziz a bemp mizvezh.
E 1912 eo Italia a lakaas he c'hrabanoù war an enezenn a oa e dalc'h an Durked. Abaoe 1948 emañ e Gres.
Tud
kemmañ- Mentor Rodos (Μέντωρ ὁ Ῥόδιος), goprsoudard.
-
Monet e kêr Rodos
-
Kêr nevez Lindos hag an Akropolis
-
Palez ar Priñs Mestr-meur an Urzh
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) (it) Dizoleiñ Enez Ródos