Oadvezh ar maen
Oadvezh ar Maen a zo ur prantad eus ar Ragistor ma krogas an Hominidae (ar genadoù Homo, Australopithecus, ha Paranthropus) da sevel benvegoù maen. Rannet eo etre tri oadvezh all:
Implijet e veze ar prenn hag an eskern ivez met ne chom ket kalz roudoù anezhe e-skoaz ar miliadoù binviji maen. Ar maen, ar c'hailhastr peurgetket, a veze aozet da sevel binviji lemm hag armoù. An anv « Oadvezh ar maen » zo erru un tamm dispredet hiviziken hag e kaver gwell ober gant prantadoù resisoc'h evel : Henoadvezh ar Maen, Krennnoadvezh ar Maen pe Nevezoadvezh ar Maen.
Cheñch a ra bevennoù kronologek an oadvezh hervez ar vro zo kaoz anezhi ha diouzh an arouezioù-barn a implijer. Lavaret a reer peurliesañ avat e krogas ar prantad-se war-dro 2,5 milion a vloavezhioù zo pa gomañsas an Hominidae da sevel benvegoù maen. Daoust ma c'haller komz eus un oadvezh ar maen hollek a dalvezfe evit an denelezh a-bezh, strolladoù zo n'o deus biskoazh dizoloet teknikoù da labourat ar metal ha chom a rejont eta en Oadvezh ar maen keit ha ma ne'n em gavjont ket gant ur sevenadur a oa muioc'h diorroet e deknologiezh. A-wezhioù un nebeud bloavezhioù zo hepken.
Heuliet e oa ar prantad-se gant Oadvezh an arem, pa grogas ar benvegoù arem da vezañ boutin, etre 8000 ha 4500 vloaz zo. Soñjal a reer peurliesañ e erruas broioù ar Reter-Kreiz hag Azia ar Gevred e diwezh oadvezh ar maen war-dro 6000 vloaz a-raok J.-K., Europa, peurrest Azia hag Afrika e-tro 4000 vloaz kent J.-K. ha sevenadurioù Amerika war-dro 2500 a-raok J.-K.
Meneget zo un hevelep oadvezh en ur vartezeadenn prederouriezh e De natura rerum gant Lucretius[1].
Sevenadur
kemmañBinviji
kemmañImplijet e veze binviji maen graet gant un niver a vein. Da skouer, kailhastr ha mein all a veze stummet (pe diskolpet) d'o implijout evel benvegoù lemm pe armoù, e-skoaz maen-bazalt ha maen-krag a veze implijet da sevel mein-malañ. Prenn, askorn, kregat, kerniel (kirvi dreist-holl) ha danvezioù all a veze implijet stank ivez. E-pad al lodenn nevesañ eus ar prantad, gouelezennoù (evel ar c'hleiz) a veze implijet da sevel priaj. Loc'hañ a reas al labour-douar ha doñvaet e oa loened zo.
Spesadoù zo estroc'h evit ar Primated zo gouest d'ober gant benvegoù, evel ar dourgon mor, a dorr kregat ourmel gant mein. Ar primated a c'hell ober gant binviji ha memes sevel un nebeud. Brasoc'h eo ar gouestoni-se e-touez an Hominoidae hag an dud, met an dud hepken, ha dre vras an Hominina, a zepant diouzh ar benvegoù da vevañ ha da chom bev[2] Ar perzhioù emzalc'h ha korfadurezh ret da sevel benvegoù, kavet e-touez an Hominina hepken, zo ar biz-meud ledanoc'h hag ar barregezh da zerc'hel un dra bennak gant an dorn e doareoù disheñvel.[3].
Boued hag evaj
kemmañDont a rae boued chaseourien-dastumerien Oadvezh ar maen eus ar plant hag al loened gouez dastumet en o endro. Beveziñ a raent kig hag organoù, en o zouez an avu, al lounezhi hag an empenn. Debret e veze legumaj ha greun pell a-raok dispac'h al labour-douar, evel ma'z eo anat diouzh ar c'havadennoù arkeobotanek er gwiskadoù mousterian eus Groc'h Kebara, en Israel.[4] Prouennoù kavet nevez zo a ziskouez e veze fardet ha debret edaj gouez gant an dud ken abred ha 23 000 vloaz zo en Henoadvezh koshañ ar maen.[5]
Tost da ziwezh skornadur Wisconsin, eus 15 000 da 9 000 vloaz zo, ez eas da get kalz loened bras evel ar mammouted en Azia, Europa, Norzhamerica hag Aostralia. Ar c'hentañ darvoud steuzierezheus an Holosen e oa. Marteze e ezdias an dud da gemm o zinell ha gant diorroadur al labour-douar, ar boued diazezet war plant gounezet a zeuas da vezañ ul lodenn ingal eus o zinell. Kinniget ez eus un niver a faktorioù da zisplegañ steuzidigezh ar spesadoù loened : ar re-chaseerezh moarvat, met ivez an digoadañ hag ur cheñchamant hin[6]. An disoc'h kentañ a oa bruzhunadur an tachennoù ec'hon o doa ezhomm al loened bras a yeas da get tamm-ha-tamm e pep kornad.
Goudorennoù hag annezioù
kemmañWar-dro 2 milion vloaz zo, Homo habilis en dije savet ar c'hentañ frammoù graet gant an dorn e reter Afrika, aneze ur c'helc'h maen eeun da zerc'hel barroù gwez en o flas. Dizoloet e oa ur framm mein kelc'hiek damheñvel, dezhañ war-dro 380 000 vloaz war a greder, e Terra Amata, e-kichen Nice (savet ez eus douetañs war-benn an doare d'e vloaziañ avat, sellet ouzh Terra Amata). Dizoloet ez eus un toullad annezioù eus Oadvezh ar maen er bed, en o mesk :
- Ur framm e stumm un deltenn en ur groc'h nepell diouzh Groc'h al Lazaret, e Nice.
- Ur framm gant un doenn harpet gant treustoù, dizoloet e Dolni Vestonice, er Republik Tchek, savet e-tro 23 000 kent J.-K.. Ar mogerioù a oa bloacc'hadoù pri ha maen.
- Dizoloet e oa kalz lochennoù graet gant eskern mammouted e reter Europa hag e Siberia. Savet e oant gant chaseourien mamouted arroutet. Dizoloet e oa lochennoù heñvel hed-a-hed traoñienn an Dniepr en Ukraina, e Chernihiv, e Moravia, er Republik Tchek hag e su Polonia.
Notennoù
kemmañ- ↑ Nathalie Richard, Inventer la préhistoire. Les Débuts de l'archéologie en France, Vuibert, 2008)
- ↑ Barham Mitchell, 2008, p 74
- ↑ Barham Mitchell, 2008, p 108
- ↑ Efraim Lev, Mordechai E. Kislev; Ofer Bar-Yosef (March 2005). "Mousterian vegetal food in Kebara Cave, Mt. Carmel". Journal of Archaeological Science 32 (3): 475–484. DOI:10.1016/j.jas.2004.11.006
- ↑ Dolores R. Piperno, Ehud Weiss; Irene Holst; Dani Nadel (August 5, 2004). "Processing of wild cereal grains in the Upper Palaeolithic revealed by starch grain analysis". Nature 430 (7000): 670–3. DOI:10.1038/nature02734
- ↑ Turvey, Samuel T. (2009). Holocene Extinctions, Oxford Biology. Oxford : Oxford University Press. 16–17 p.
Levrlennadur
kemmañ- Barham, Lawrence (2008). The First Africans: African Archaeology from the Earliest Toolmakers to Most Recent Foragers, Cambridge World Archaeology. Oxford : Oxford University Press.
- Belmaker, Miriam (March 2006). Community Structure through Time: 'Ubeidiya, a Lower Pleistocene Site as a Case Study (Tezenn). Paleoanthropology Society.
- Clark, J. Desmond (1970). The Prehistory of Africa, Ancient People and Places, Volume 72. New York; Washington : Praeger Publishers.
- Deacon, Hilary John (1999). Human beginnings in South Africa: uncovering the secrets of the Stone Age. Walnut Creek, Calif. [u.a.] : Altamira Press.
- Rogers, Michael J. (2009). Sourcebook of paleolithic transitions: methods, theories, and interpretations. New York : Springer. .
- Schick, Kathy D.; Nicholas Toth (1993). Making Silent Stones Speak: Human Evolution and the Dawn of Technology. New York : Simon & Schuster. ISBN 0-671-69371-9.
- Shea, John J. (2010). Out of Africa I: the First Hominin Colonization of Eurasia. Dordrecht; Heidelberg; London; New York : Springer. 47–64 p.