Henoadvezh diwezhañ ar maen
Henoadvezh diwezhañ ar Maen zo ur prantad eus ar ragistor ma tegouezh Homo sapiens en Europa. Diorroen a ra teknikoù nevez (lavnennoù maen, artizanerezh an askorn, poulzerioù, ha kement zo.) ha bleuniañ a ra an arz ar ragistor. Mont a ra an oadvezh-se eus 35 000 betek 10 000 vloaz a-raok hon oadvezh ha klotañ a ra gant diwezh prantad ar skorn. Dont a ra goude Henoadvezh krenn ar maen hag heuliet eo gant Krennoadvezh ar Maen.
Kregiñ a ra Henoadvezh diwezhañ ar Maen gant donedigezh Homo sapiens en Europa. Deuet eo eus ar reter (Reter-Nesañ, Azia pe Afrika), oc'h ober e vad eus ur wellaenn dibad eus an amzer war-dro -35 000 da drevadenniñ Europa. Kenvevañ a ra gant Den Neandertal betek ar mare ma'z eas hennezh da get war-dro -30 000. N'ouzer ket d'ar just perak ez eas Den Neandertal da get. E-pad pell e oa lavaret e oa bet diouennet gant Homo sapiens hag e veze brezel etre an daou spesad. Prouet eo bet nevez zo avat e oa bet hironed diwar an daou spesad.
An hin hag an endro
kemmañE-doug Henoadvezh diwezhañ ar maen e oa yen-kenañ an hin gant prantadoù tommoc'h memes tra. Emañ norzh Bro-C'hall dindan an toundra - un dachenn hep gwez ha goloet a ginvi hag a douskan - ha pelloc'h er su gant an taiga - koadoù gwez-pin ha gwez-bezv korr. En traoñiennoù goudoret e kaved ivez gwez deliaouek all e-pad ar prantadoù tommañ.
Rouantelezh ar geotdebrerien eo : gourejened, kezeg, frikorneged gloanek, mammouted, bizoned, saigaed. E-pad ar prantadoù yenañ ez eo stank ar c'hirvi-erc'h. Jiboeset e veze holl ar geodebrerien gant daou spesad kigdebrerien a gevez gant an Hominidae : leoned ar groc'hoù hag ar bleizbroc'hed. An arzhed gell hag arzhed ar groc'hoù a veve en traoñiennoù koadek.
E deroù ar prantad-se, Homo sapiens a chasee al loened-se gant spegoù pe gripedoù. Ijinet e oa ar gwaregi war-dro –17 000 (dizoloet ez eus bet pennoù saezhoù e maen-kurun e groc'h Parpallo e Bro-Spagn, bloaziet eus 17 000 kent JK)
Homo sapiens, Den Cro-Magnon dizoloet e 1868 e Les Eyzies-de-Tayac-Sireuil eo an hini anavezetañ, a zegas en holl Europa teknikoù disheñvel-kenañ diouzh ar re a veze implijet gant e ziagentidi. Diazezet eo e artizanerezh ar maen war produerezh skolpoù hir, lavnennoù ha lavnennoùigoù, a dalvez da sevel binviji liesseurt : kraferezioù, kizelloù, pennoù biroù, klaouier, ha kement zo...
Prantadoù pennañ
kemmañMeur a sevenadur a zo bet an eil goude egile e-pad Henoadvezh diwezhañ ar maen :
- Sevenadur Aurignac (-38 000 betek - 29 000) a save spegoù gant begoù askorn. Anavet eo ivez evit e livadennoù war mogerioù ar groc'hoù. Prantad ar Kev Chauvet eo (Sellet ouzh ar skeudenn e-kichen).
- Sevenadur La Gravette (- 29 000 betek - 22 000) zo anavezet evit e zelwennoùigoù, dezhe stummoù maouezed hewel, lesanvet « Gwenered ».
- Ar sevenadur protomagdalenek (- 20 000 betek - 18 000), a echu kelc'hiad La Gravette, zo anavet evit e artizanerezh eus ar maen gant kizelloù ker dibar, lavnennoù keinek ha lavnennoù eilaozet anvet lavnennoù protomagdalenek.
- Sevenadur Solutré a glot gant prantad maksimom ar skorn (-22 000 betek - 18 500). Dilezet e oa norzh Bro-C'hall gant an dud moarvat d'ar c'houlz-se. Kavet e veze ar sevenadur-se e mervent Bro-C'hall hag e Bro-Spagn. Diorroet-kenañ eo an doare da venañ maen-kurun (produerezh deliennoù lore). Savet e veze ivez livadennoù dibar evel ar re a c'haller gwelet er groc'h Cosquer. Ijinet e oa an nadozioù gant kraoioù hag ar poulzer d'ar mare-se. *
- Sevenadur Badegoule a glot ivez gant maksimom ar skorn (- 17 000 betek - 15 000). Kavet e vez e Mervent Bro-C'hall hag e Kantabria evel war aodoù ar Mor kreizdouarel e Bro-Spagn. Un nebeud roudoù zo ivez e Suis hag en Alamagn.
- Sevenadur LA Madeleine a ziorroas eus - 17 000 betek - 10 000 hag a glot gant ur prantad tommadur trochet gant lajadoù amzer yen. En em ledañ a ra implij ar poulzer. Dizoleiñ a reer treant. Brudet eo ar sevenadur-se evit e arz, ken evit an traezoù ken evit al livadennoù, gant oberennoù evel re groc'h Altamira e Bro-Spagn, Groc'h Font-de-Gaume e Dordogne, ha Roc-aux-Sorciers er Vienne (e Bro-C'hall).
Echuiñ a reas Henoadvezh diwezhañ ar Maen gant steuzidigezh ar c'hirvi-erc'h hag ar frikorneged gloanek abalamour da dommadur an hin. Diwezh sevenadur ar Magdalenian eo. Heuliet eo distro ar c'hoadoù gwez deliaouek gant kemmoù en armoù (ar gwareg zo implijet stank e pep lec'h) dibar eus an Epipaleoliteg hag eus Krennoadvezh ar maen.