Henoadvezh krenn ar maen
Henoadvezh krenn ar maen zo ur prantad eus ar ragistor a zeu goude Henoadvezh koshañ ar maen ha goude Henoadvezh diwezhañ ar maen. En Europa e krogas war-dro 300 000 vloaz a-raok hiziv (pazenn 8 ar gronologiezh isotopek), gant skignadur an hentenn Levallois dre holl, hag e echuas war-dro 30 000 vloaz gant steuzidigezh Den Neandertal ha donedigezh Homo sapiens) en Europa eus ar Reter-Nesañ.
Hin
kemmañKalz kemmoù zo bet en amzer-se avat hervez lodennoù ar bed. Bout e oa bet e-pad henoadvezh krenn ar maen, lec’hiet er Pleistosen, neueunnadurioù bras an hin get marevezhioù ar skorn (skornvezhioù) ha marevezhioù etreskornvezhel. Annezidi Europa an amzer-hont, da lâret eo tud Neandertal, o doa anavet hinadoù kerreizh ha yen. Izeloc’h e oa live ar morioù.
Poblañs
kemmañPoblet e oa Europa gant Den Neandertal betek diwezh ar prantad. Bleuniañ a reas spesad Homo neanderthalensis, pe Den Neandertal e-pad an oadvezh-se, etre 300 000 ha 30 000 vloaz zo, hag anadiñ a reas ar c'hentañ Hominidae dezho un anatomiezh vodern war-dro 195 000 vloaz zo. C'hoarvez a reas diforc'hadur filogenetek Homo sapiens d'ar mare-se, gant Eva vitokondrek war-dro 150 000 vloaz zo, hag Adam gromozomek war-dro 90 000 vloaz zo, hervez damkaniezh an orin unan[1] Ouzhpenn-se hervez damkaniezh an orin afrikan, Homo sapiens a vefe kroget da zivroañ er-maez eus Afrika e-pad Henoadvezh krenn ar maen war-dro 100 000 pe 70 000 vloaz zo hag a gomañsas sa gemer lec'h ar spesadoù Homo all a oa a-raok evel Den Neanderthal hag Homo erectus.[2].
Sevenadurioù henijinerezh ar vein
kemmañDaou sevenadur a henijinerezh ar vein zo bet re tud Neandertal e-pad Henoadvezh krenn ar maen: hani Moustier hag hani Châtelperron.
Notennoù
kemmañ- ↑ Anthropology, Miller Barbra, Bernard Wood, Andrew Balansky, Julio Mercader, Melissa Panger, Allyn and Bacon, Boston Massachusetts, 2006, ISBN 0205320244, p 768
- ↑ Origins of Modern Humans: Multiregional or Out of Africa? gant Donald Johanson