Henoadvezh koshañ ar maen
Kentañ prantad ar ragistor eo Henoadvezh koshañ ar maen. E-doug an oadvezh-se ec'h anad ar genad Homo en Afrika. Hervez ar menoioù hag an arouezioù-barn kemeret e kont e krog etre 3 ha 2,5 milion a vloavezhioù a-raok hiziv. Echuiñ a ra war-dro 300 000 bloaz zo, gant kemmoù er binviji hag e diorroadur an den a verk deroù Henoadvezh krenn ar maen. An artizanerezh eus ar maen zo liammet gant Henoadvezh koshañ ar maen zo Sevenadur Oldowai hag an Acheulean. Evit a sell Europa, ne vez ket graet nemeur gant prantadoù Sevenadur Chellé ha sevenadur Abbeville.
Un niver bihan-kenañ a skrivagnerien a ra gant Henoadvezh arkaek ar maen evit ober anv eus deroù ar prantad-se.