Sevenadur Acheulean
An Acheulean, pe ar sevenadur Acheulean, zo ur prantad ag Henoadvezh koshañ ar maen hag a ra dave d'ur greanterezh ar benañ mein hag a ya da heul sevenadur Oldowai.
AnvAozañ
Donet a ra anv ar sevenadur-se ag anv ur c'harter ag Amiens, Saint-Acheul, ul lec'hienn henoniel. Klevet e vez /aʃøl/ ha neket /akøl/, ne skriver ket "akeulean" enta.
Orin ha skignadurAozañ
Ganet eo an Acheulean e reter Afrika àr-dro 1,76 milion a vleadoù pa oa sevenadur Oldowai àr e dalaroù. Skignañ a reas er Reter-Nesañ, en Azia en he fezh hag en Europa. En Europa e kemer plas sevenadur Abbeville (anv sevenadur Oldowai en Europa) etre 500 000 ha 300 000 vlez kent hon amzer.
TeknikoùAozañ
An daouduegoù hag ar bouc'haligoù zo heverk ag an Acheulean.
Piv e oa artizaned ar sevenadur Acheulean?Aozañ
Ar relegoù kavet e-tal binvioù ar sevenadur Acheulean zo re Paranthropus robustus, Homo ergaster pe Homo erectus en Afrika (prantadoù koshañ), Homo erectus hag Homo heidelbergensis en Eurazia (prantadoù diwezhañ).
Mestroniañ an tanAozañ
Ar fed heverkañ ag an Acheulean eo "doñvadur" an tan get Homo erectus en Europa (oaledoù Menez-Dregan e Breizh da skouer).