Saiga
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Isurzhad : | Ruminantia | ||
Kerentiad : | Bovidae | ||
Iskerentiad : | Antilopinae | ||
Genad : | Saiga | ||
Anv skiantel | |||
Saiga tatarica Linnaeus, 1766 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar saiga (Saiga tatarica) a zo un antilopenn hag a vev en un nebeud tachadoù e Kalmoukia, Kazakstan ha Mongolia. Ar spesad nemetañ eo er genad Saiga.
Doareoù pennañ
kemmañHeverk eo ar saiga dre e fri fiñv-difiñv a denn d'un drompilh hag a servij da dommaat an aer analet diouzh ar goañv ha silañ ar poultr diouzh an hañv. Kerniel garanet zo war penn ar par.
War-dro 70 cm - 80 cm eo ouzh an draen hag etre 1 m hag 1,5 m a hirder. War-dro 40 kg a bouez eo ar saiga deuet d'e oad.
Arvelen ha berr eo e vlevenn diouzh an hañv, gris ha hir diouzh ar goañv.
Gouennañ
kemmañTizhet e vez o oad gour gant ar parezed d'an oad a 7 pe 8 miz ha gant ar pared da 2 vloaz.
Ar gouennañ a c'hoarvez e miz Kerzu. An dougen a bad 5 miz ha ganet e vez daou venn. Denañ a ra an hini yaouank e-pad 4 miz met gouest eo da beuriñ 1 sizhun goude e c'hanedigezh.
Emzalc'h
kemmañDa vare ar gouennañ en em vod ar saigaed hag ober strolladoù 5 - 10 parez gant ur par. D'ar mare-se e c'hoarvez emgannoù feuls etre ar pared betek ma vefe lazhet unan anezho a-wechoù.
Peuriñ a ra ar saiga diouzh an deiz ha, diouzh an noz, e toull ur c'hleuz en douar evit kousket.
Preizhata
kemmañPreizhataer pennañ ar saiga eo ar bleiz. Al louarn hag ar c'hi a dag ar menned nevez-ganet.
Priziet eo o c'herniel er medisinerezh sinat evit lazhañ an derzhienn.