Ar c'herentiad (liester : kerentiadoù) a zo anv ur rumm bennak, diazezet war ar gerentiezh hag ar peuzheñvelded.

En un doare ledan e komzer eus kerentiad ur yezh bennak. En un doare strizh e komzer eus kerentiad ar bevien .

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra ar ger kerentiad eus kerent, liester ar ger kar, dezhañ ar ster bev pe un dra peuzheñvel.

Rummatadur ar bevien

kemmañ

Implijet e vez ar ger kerentiad e bevoniezh evel un derez e-barzh skeul rummatadur reizhiadek ar bevien evel m'en devoa kinniget ober ar skiantour svedat Carl von Linné. Etre an urzhiad hag an iskerentiad emañ.

Dibennoù-ger latin a verk ar renk e rummatadur ar bevien

kemmañ

E diwezh anvioù ar c'herentiadoù e kaver al lostgerioù latin -aceae evit ar plant, ar bezhin hag ar foue hag -idae evit al loened.

Skouerioù:

Rummatadur ar yezhoù

kemmañ

Pa glask ar yezhoniourien keñveriañ an holl yezhoù e vezont sachet da rummata anezho dre o feuzheñvelderioù, dre gwriziennoù ar gerioù peurvuiañ. Da skouer e vez rummet ar yezhoù kar en Europa hag en Azia ha savet eo bet meizad kerentiezh ar yezhoù indezeuropek, war ur yezh ha n'eus roud ebet anezhi nemet dre stummoù zo a c'heller studiañ e yezhoù zo, koulz bev ha marv, evel al latin pe an etruskeg.