Lern

Alanig al louarn
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Canidae
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Al louarn zo ur bronneg kigdebrer damhañval ouzh ur c'hi a vev war ar maez, hag a-wechoù bremañ e kêr.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Louarn er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Ur pennad louarn (disheñvelout) zo ivez.

Bevañ a ra diwar loened bihan evel logod pe konifled, ha yer pa c'hall.

Al louarn rous eo ar spesad a vev e Breizh.

Spesadoù

kemmañ

Al lern gwir eo ar spesadoù rummataet er genad Vulpes.

Ouzhpenn d'ar re-se ez eus kieged all a vez graet lern anezho :

...

Diwar-benn an anv

kemmañ
  • Lern eo liester louarn.
  • Alan, pe Alanig (aliesoc'h), eo an anv a vez graet anezhañ ivez.

El lennegezh

kemmañ

Lavaroù

kemmañ

Troioù-lavar

kemmañ
  • Bezañ fin evel ul louarn.
  • Bezañ finoc'h eget kaoc'h-louarn : bezañ eus ar re finañ.
  • Bezañ mezhek (pinous, toutek) evel ul louarn tapet (louzet) gant ur yar.
  • Ober skol-louarn. Mont d’ar skol gant al louarn. C’hoari troig al louarn : mont da c'hoari pe da bourmen e-lec'h mont d'ar skol.
  • Mont e-barzh genoù al louarn : en em deurel el lousañ kudenn.
  • Mont eus ti al louarn da di ar bleiz : bezañ en ur gudenn lousoc'h c'hoazh.
  • C’hoari lostig al louarn : c'hoari kerzhout an eil a-drek egile, krog an eil e divskoaz pe e chupenn egile, evel pa vije e lost ul louarn.
  • Mont gant al louarn : bezañ debret gantañ, pa gomzer eus yar pe gilhog.
  • Pentañ lern (d'an dud) : kontañ gevier bras.

Divinadell

kemmañ
  • Petra a ra al louarn pa en devez kac'het war Menez Are ? Serriñ e revr ha mont adarre. TBP 3/333

Krennlavaroù

kemmañ
  • Da louarn kousket ne zeu tamm boued.
  • Daou louarn kamm a zo trec’h da unan eeun (pe a ra bec'h da unan eeun).
  • Evit pakañ louarn pe gad Eo ret sevel mintin mat.

Loened all

kemmañ