Louzaouennoù eus familh ar bolzadeged eo al lostoù-louarn, Fœniculum vulgare ha Fœniculum officinale o anvioù latin.

Foeniculum vulgare

Anvioù all

kemmañ

Deskrivadur

kemmañ

Plant bividik frondus-tre, tev o sichenn, eo al lostoù-louarn. Sonn eo o c'horzenn, 1-2 metrad uhelder dezhi, garanet eo an traoñ anezhi. Didroc'het eo an delioù a-lêrennoù moan hir-tre, bourlasek ar penn anezho. Eus miz Gouere da viz Gwengolo e teu bolzadoù dezho, a zo rannet e 10-30 skin.
War tuchennoù meinek hag en dismantroù e kreskont.[1]

En henc'hresianeg e kaver meneg eus ar blantenn, anvet μάραθος "marathos" ; kement ha fanileg, fanouilheg e talvez an anv Marathon, ul lec'h ma kaved lostoù-louarn a-vil-vern eta. Brudet e oa evit sklaeraat ar gweled.
E sevenadur ar Romaned e oa Fœniculum vulgare plantenn nevet Bacchus peogwir e veze lakaet da blantenn hud hag orgedus.

E lod rannoù eus Aostralia ez eus lezennoù da reoliañ skignadur al lostoù-louarn.

Gounezerezh

kemmañ

Hogosik e pep lec'h er bed e kresk lostoù-louarn, hag abaoe pell e vezont gounezet evit o blaz aniz pergen ; dre ar gounezerezh e teu ar pep niverusañ eus an doareoù a gaver hiziv.[2]

En douaroù dizour hag en heol e paota al lostoù-louarn. An doare dulce ("dous") a c'hounezer e douaroù strujus ha skañv, en heol, gant trawalc'h a c'hlebor evit ma koeñvfe an ognonenn a zo e traoñ ar gorzenn, hag a c'holoer gant douar a-feur ma kresk.[2]

Implij

kemmañ

An delioù, ar c'horzennoù, ar gwrizioù hag an hadoù a vez implijet.

An delioù fresk hag an hadoù (fresk pe sec'h) ha lakaer pa geginer pesked.
Ur blaz anizet skañv a roer d'ar saladennoù pa lakaer tammoù ognonennoù kriz enno (gwelet cartucci Italia) ; evel legumajoù e vez debret an ognon goude bout bet poazhet.
En Italia c'hoazh e reer silzig blazet gant lostoù-louarn, anvet finocchione. E Bro-C'hall e reer ul likor gant fanouilh, la fenouillette. Glec'hiadennoù plijus a reer gant an hadoù ivez.

Traeterezh

kemmañ

C'hwezh-vat a reer gant eoul lostoù-louarn.

Dre ziabarzh

kemmañ
  • Erbedet e vez drebriñ hadoù lostoù-louarn da aesaat ar c'hoazhañ, da bareañ an dipadapa, da zegas muioc'h a laezh d'ar merc'hed.
  • Gant ar gwrizioù e reer war-dro kudennoù ar benvegad troazhañ.

Dre ziavaez

kemmañ
  • Gant fanouilh e farder louzoù-gargouilhat da bareañ poanioù ar muñsunoù ha re ar gouzoug.
  • Mesket e vez gant rouanez-ar-foenneg (Filipendula ulmaria), bent pebret (Mentha piperita) ha nadozioù (Geranium maculatum) da gempenn ar benvegad koazhañ.
  • Eoul lostoù-louarn mesket gant eoul louzaouenn-an-deñved (Thymus vulagris) hag eoul eukaliptuz (Eucalyptus globulus), ha kejet gant eoul olivez a implijer evel antred da frotañ ar vruched enep ar gorzellad.
  • Ne vez morse erbedet eoul lostoù-louarn d'ar merc'hed pa vezont o tougen.

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 DUROS Fañch, Herbarum Vernaculi, La Digitale, Bei 29130 Kemperle, 1991 ISBN 978-2-903383-36-1
  2. 2,0 ha2,1 BROWN Deni, Encyclopedia of Herbs & Their Uses, Royal Horticultural Society, Dorling Kindersley, London, 1995, ISBN 978-0-7503-0203-5