Menez Are
Menez Are a zo unan eus an teir aradennad venezioù bennañ Breizh etre Skrignag ha Sizun. Un darn eus torosad Arvorig eo, en em furmet e-pad ar paleozoeg. Er c'hontrol d'an Torosad Kreiz ne oa ket bet adsavet gant ar roufenn Alpek hag al leinoù uhelañ anezhañ ne dizhont ket 400 metr, rak 385 m hepken eo ar gern uhelañ, hini ar Roc'h Ruz. Un diforc'h a vez etre al leinoù roc'hellek, dezho anv Roc'h a-wechoù (Roc'h Trevezel, Roc'h Tredudon) hag ar re ront anvet menez peurvuiañ.
Lanneier ha koadegi bras a vez kavet eno hag ivez taouarc'hegi.
Leinoù uhelañAozañ
- Roc'h Ruz (385,01 m)
- Menez Kador (384,91 m)
- Roc'h Trevezel (384,89 m)
- Roc'h Tredudon (383,23 m)
- Roc'h ar Feunteun
- Menez-Mikael-an-Are (380 m)
- Roc'h Bichourel (339 m)
- Menez Moal
- Roch Kleger (306 m)
Roc'h Tredudon e-kreiz, Roc'h Ruz, en tu dehou.
Menez-Mikael-an-Are hag e chapel.
LoenedAozañ
Avank Eurazia (Castor fiber).
DivinadellAozañ
- -Petra a ra al louarn pa en devez kac'het war manez Are? - Serriñ e revr ha mont adarre.