Menez Kador
Menez Kador
Douaroniezh
Uhelder 384,91 m
Aradennad Menez Are
Melestradurezh
Bro Breizh
Rannvro Bro-Gernev, Bro-Leon
Isrann Penn-ar-Bed


Menez Kador pe c'hoazh Tuchenn Gador pe c'hoazh Torgenn Gador, pe Tuchenn ar Mouilc'hi[1], eo eil beg uhelañ Breizh. E Menez Are emañ. War hanter emañ etre kumun Boneur e Kernev ha Sizun e Leon. Hervez an enklask diwezhañ e tap 384,91 m.
Graet e vez Roc'h ar Gudonezed eus ar c'hleger a zo e penn krec'h ar menez. War ar c'hartennoù kozh gallek e veze kavet gwechall ar stumm Signal de Toussaines, ne oa nemet ar ger tosenn pe tuchenn treuzkomprenet.

Liamm diavaez

kemmañ
  1. E-barzh "E Skeud Tour Bras Sant Jermen", gant Yeun ar Gow ( eil emb. Al Liamm, 1978, p. 14.) e lenner : Pa seller etremek ar c'hreisteiz, he deus doare Tuchenn Sant Mikael da vezañ stag ouzh Tuchenn ar Mouilc'hi, anvet c'hoazh Menez Kador.