Ki-dour mor


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Lutrinae
Genad : Enhydra
Anv skiantel
Enhydra lutris
Linnaeus, 1758
Statud CITES  : Stagadenn I ,
Amzeriad adwel dianav
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'hi-dour mor (Enhydra lutris) zo ur c'hi-dour bras eus norzh ar Meurvor Habask. E gavout a reer eus Japan betek Kalifornia. Ar c'hi-dour brasañ eo hag ar spesad nemetañ er genad Enhydra.

Hemolc'het e veze kalz evit e greoñ - an hini stankañ er bed gant 394,000 blevenn dre cm²- ha hogozik diouennet e voe. Krediñ a reer na oa nemet 1000 - 2000 anezho e 1911. Daoust ma zo un nebeud isspesadoù dezhañ en arvar c'hoazh e krog ar poblañsoù da greskiñ en-dro. Gwarezet eo ar c'hi dour-mor.

Doareoù pennañ

kemmañ

Gant e gorf hir hag e vlevenn stank-tre a warez anezhañ diouzh ar yenijenn, eo azas korf ar c'hi-dour mor evit ar vuhez er mor.E vlevenn a vir an aer ivez, ar pezh a grou un harz etre an dour ha korf an aneval. Pouezus tre eo rak n'eus gwiskad lard ebet dindan e groc'hen.

Dindan pep hini eus e bavioù ez eus ur c'hodell a implij evit mirout ar boued a zastum e goueled ar mor. Skilfoù zo ouzh ar pavioù a-raok ha palvezek eo ar pavioù a-dreñv. Ul lost berr ha tev en deus. Ar pared a c'hell pouezañ 45 kg ha muzuliañ 150 cm. Bihanoc'h eo ar parezed.

 
Ki-dour mor

Ar c'hon-dour mor a chom e-kichen an aod hag en dourioù n'a ket o donder en tu all da 55 m. O c'havout a reer alies lec'h ma vez kelp, ur seurt bezhin. War ar c'herreg-tarzh hag en tachadoù etrelañvek emaint o chom ivez. Ur spesad-alc'hwez int rak debriñ a reont an divellkeineged a strujfe betek re mod all.

An teureuged hag an ourmel eo o freizhoù pennañ. Ober a reont gant mein evit terriñ ar c'hregin. Ezhomm o deus ar c'hon-dour mor da zebriñ 20 - 25% eus o fouez bemdez, ar pezh na vir ket outo da vezañ figus.

Digant o mammoù e teskont petra a c'hellont debriñ ha bez' ez eus lignezoù a gon-dour mor a hemolc'h gouelini pe kranked. Ar c'hon-dour mor a zebr alies en ur neuñviñ war o c'hein.

Hemolc'het e vez ar c'hon-dour mor gant an dud, ar rinkined hag ar skoazoged.

Emzalc'h ha gouennadur

kemmañ

Bevañ a ra ar c'hon-dour mor en o-unan pe e strolladoù . Tec'hout a ra ar parezed dirak ar pared en diavaez eus ar c'houlz-gouennañ. Kemm a ra o zachenn hervez ma 'z eus boued pe get hag ouzhpenn 5 km² e c'hell bezañ. An anevaled a c'hell ergerzhout 1 - 2 km bemdez.

Un aneval-deiz eo ar c'hi-dour mor. Tremen a ra an darn vrasañ eus e amzer o kerc'hat boued war goueled ar mor. Ne chom ket pell dindan an dour (an aliesañ pas muioc'h eget 90 eilenn). Unan eus an anevaled gouest da implijout binvioù eo ar c'hi-dour mor.

N'eus ket a amzer-gouennañ resis met e-pad an hañv e c'hoarvez ar peurliesañ. Lieswreg eo ar c'hon-dour. E-pad an estrus, hag a bad tri devezh, en em baront. E-pad ar maread berr-se e tifenn ar pared un dachenn. Ral eo e stourmfe ar pared an eil ouzh egile hag an darn vrasañ eus an dizemglevioù a vez diskoulmet dre abafiñ ar c'heneil. Boaz eo ar pared da zerc'hel penn ar parezed etre o javedoù, ar pezh a zo abeg d'ar c'hleizhennoù a c'heller spurmantiñ war lod anezho.

An hemolc'h bras

kemmañ
 
Adtrevadennerezh aodoù Kalifornia gant ki-dour mor

Er XVIvet ha XVIIvet kantved e tiorroas kalz kenwerzh ar c'hreoñ. A-benn kontrolliñ ar c'henwerzh-se ha kavout poblañsoù arall en em astennas Rusia war-du ar reter. Goude stagidigezh Kamchatka e ergerzhas ar Rused norzh ar meurvor habask. Vitus Bering hag Alexi I. Chirikov a voe karget da ergerzhout ar rannvroioù arktek ha da gavout un hent betek Amerika. Dont a rejont a-benn da zistreiñ da gKamchatka met peñseañ a reas Bering. Mervel a reas war Enez Bering met e geneiled a dreuzvevas. Dont a rejont en-dro e 1742 gant 900 tamm kroc'hen a restaolas frejoù an ergerzhadeg.

Deroù an hemolc'h bras e voe. Ur c'hantved e padas. Kas a reas ar Rused ergerzhadegoù arall a zistrujas an holl boblañsoù eus Inizi ar C'homandant. Pa ne chomas ki-dour mor ebet enno ec'h ejont d'an Inizi Aleoutiek lec'h ma redijont an annezidi da hemolc'h evito.

E 1776 e tizhas moraerien Cook Guangzhou e Sina lec'h ma tizoljont kenwerzh kreoñ kon-dour mor hag ar frouezhus ma c'helle bezañ. D'an ampoent-se e krogas broioù arall Europa da hemolc'h ar c'hon-dour mor.

Hogozik diouennet e oa kon-dour mor Alaska e 1867, ar pezh a lakaas ar Rused da werzhañ ar rannvro-se d'ar Stadoù-Unanet. Gant an Amerikaned e voe lazhet kon-dour mor goude-se hag e 1911 hepken e voe sinet ur feur-skrid a verze an hemolc'h. D'ar mare-se ne chome nemet etre 1000 ha 2000 hinienn en natur hag an darn vrasañ eus ar skiantourien a grede ec'h afent da get. E 1938 e kavjod ur strollad bihan e-kichen Carmel, Kalifornia. Mont a reas d'ober unan eus ar mammennoù a adsavas ar poblañsoù.

Gant bigrierien japanat e voent hemolc'het betek an eil brezel bed, ha n'eo nemet goude savidigezh diazezlec'hioù milourel en inizi Aleoutiek ma paouezas al lazhadeg.

Liammoù diavaez

kemmañ