Meurvor Habask
Ar Meurvor Habask (Latin Mare Pacificum, un anv roet gant an ergerzher portugalat Fernan Magalhaes) eo an tolzennad dour brasañ er bed. Stumm ur c'helc'h en deus ar meurvor-se dre vras. Goleiñ a ra un drederenn eus gorread ar Voul-zouar gant e 179,7 milion km². Eus an Norzh betek ar Su ez eus war-dro 15.500 km eus Mor Bering e takad an Arktika betek Mor Ross en Antarktika.
Lod eus an douaroniourien a lavar ez eus ur meurvor trobolel, anvet Meurvor ar Su en-dro da Antarktika ha ne vefe ket ul lodenn eus ar meurvorioù all.
Ledander hirañ ar Meurvor Habask a vez kavet war-dro 5° N ledred, e-lec'h ma tizh 19 800 km eus strizh-mor Malaka en Indonezia betek aod Kolombia. E foz Mariana emañ al lec'h gant an donder brasañ er bed, da lavaret eo 10 911 m.
Rann eus | meurvor ar bed |
---|---|
Stad | talvoud ebet |
E tiriad | Dourioù etrebroadel |
Lec'hiadur | Douar |
Daveennoù douaroniel | 0°0′0″N 160°0′0″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter | 55°57′0″S 67°15′0″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh | 58°12′59″N 169°0′0″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su | 60°0′0″S 125°0′0″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg | 0°53′30″S 128°41′35″E |
Lowest point | Challenger Deep |
Tikedenn Stack Exchange | https://travel.stackexchange.com/tags/pacific-ocean |
War-dro 25 000 enezenn zo bet kontet er Meurvor Habask (muioc'h eget e-barzh an holl vorioù all asambles) hag an darn vuiañ anezho er Su d'ar c'heheder.
War marzhoù ar C'hornôg e kaver morioù bihan enklozet etre enezegoù bras : Mor Sulawesi, Mor Koural, Mor Sina ar Reter, Mor Japan, Mor Sina ar Su, Mor Sulu, Mor Tasman hag ar Mor Melen. Strizh-mor Malaka a zo un harz etre ar Meurvor Habask ha Meurvor Indez koulz ha Tremen Drake ha strizh-mor Magalhaes a zo dorioù d'ar Meurvor atlantel.
- Acapulco (Mec'hiko)
- Anchorage (Stadoù-Unanet)
- Auckland (Zeland Nevez)
- Brisbane (Aostralia)
- Buenaventura (Kolombia)
- Callao (Perou)
- Guayaquil (Ecuador)
- Hong Kong (Hong Kong (Sina))
- Honolulu (Stadoù-Unanet)
- Kobe (Japan)
- Long Beach (Stadoù-Unanet)
- Los Angeles (Stadoù-Unanet)
- Kêr-Banama (Panama)
- Pearl Harbor, (Hawaii)
- Portland (Oregon) (Stadoù-Unanet)
- Prince Rupert (Kanada)
- San Diego (Stadoù-Unanet)
- San Francisco (Stadoù-Unanet)
- Sapporo (Japan)
- Seattle (Stadoù-Unanet)
- Shanghai (Sina)
- Sydney (Aostralia)
- Taipei (Republik Sina(Taiwan))
- Vancouver (Kanada)
- Victoria (Kanada)
- Vladivostok (Rusia)
- Yokohama (Japan)
Liammoù diavaez
kemmañ- EPIC Pacific Ocean Data Collection Viewable on-line collection of observational data
- NOAA In-situ Ocean Data Viewer Plot and download ocean observations
- Map South Pacific
- NOAA Ocean Surface Current Analyses - Realtime (OSCAR) Near-realtime Pacific Ocean Surface Currents derived from satellite altimeter and scatterometer data
- NOAA PMEL Argo profiling floats Realtime Pacific Ocean data
- NOAA TAO El Nino data Realtime Pacific Ocean El NIno buoy data
- South Pacific Organizer