Gouelini, pe gouelaned, a reer eus un toullad evned eus ar c’herentiad Laridae, dreist-holl re ar genad Larus, ha reoù all kar-tost dezhañ evel Leucophaeus. Kar int da laboused-mor all evel ar skraved (Sterninae). An anv gouelanig a roer d’ar spesadoù bihanañ anezho hep na vez atav splann ar c’hemm rak lod eus ar speadoù gouelaniged a zo brasoc’h eget lod eus ar gouelaned[1]. An dud n’int ket boas ha n’anavezont ket al laboused a ra gouelaned eus an holl anezho.

Ur gouelan war nij

Laboused krenn int, gwenn pe louet alies. Pigosoù kreñv o deus ha pavioù palvezek. N’eus diforc’h liv ebet etre ar pared hag ar parezed. Ar re yaouank avat a vez disheñvel a-walc’h diouzh o zud e-pad o bloavezh pe o daou vloavezh kentañ, e vezont teñvaloc’h: gouelaned rous a reer anezho e brezhoneg.

En arvor e vev ar gouelaned dre vras, ral eo ez afent en donvor. Spesadoù anezho a c’heller kavout en douaroù. Barrek int da neuial met ne splujont ket kalz. Sevel a reont o neizh war an douar, a-vandennadoù peurliesañ. En em vagañ a reont diwar pesked ha krestenneged bihan. Spesadoù zo, hag a vev tost d’an dud, a ra o mad eus hon dilerc’hioù boued, a gavont tu pe du, el lastez alies. Ar spesad stankañ en hor bro eo ar gouelan gris. Spesadoù all evel ar gouelan louet, ar gouelan kein du pe ar gouelanig maskl du a weler kalz ivez e Breizh.

Un nebeud spesadoù gouelini kemmañ

Er genad Larus:

Er genad Ichthyaetus:

Er genad Leucophaeus:

Er genad Chroicocephalus:

Er genad Xema:

Rummatadur kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Sellit ouzh ar ger gouelan er
wikeriadur, ar geriadur frank.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù kemmañ

  1. Perig Herbert, "Anvioù laboused Europa", Hor Yezh, niv. 203-204, 1995, p.21.