Gouelan gris

Ur gouelan gris


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Charadriiformes
Kerentiad : Laridae
Genad : Larus
Anv skiantel
Larus argentatus
Pontoppidan, 1763
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar Gouelan gris[1] (liester: Gouelini gris) a zo un evn-mor, Larus argentatus an anv skiantel anezhañ. Un evn brazik eo. Kavet e vez gouelaned gris o neizhiañ e Norzhamerika, en Europa hag en Azia. An hini stankañ eus ar spesadoù gouelini eo, en hor bro. Lod a chom er vro, lod all a ya pelloc'h war-zu ar c'hreisteiz e-pad ar goañv.

Doareoù pennañ kemmañ

 
Larus argentatus argenteus

Aes eo ar gouelan gris da anavezout pa vez deuet d’e vent : gris-sklaer eo e gein war-bouez begoù an divaskell a zo du ha gwenn, gwenn eo ar peurrest eus ar c’horf, un arliv roz a zo d’an treid, war e bigos melen ez eus un tarchig ruz. Pa vez yaouankoc'h avat e vez rous e bluñv ha diaes eo da zigemmañ diouzh ar spesadoù gouelini nes, evel ar gouelan kein du pe ar gouelan louet.

Annez kemmañ

A-stroll e vev ar gouelini gris, en arvor hag a-hed ar stêrioù hag al lennoù. Neizhiañ a reont, a-vagadoù eta, war reier, inizi, met ivez war savadurioù er c’hêrioù.
O neizh a savont war ar reier pe war an douar en inizi pe en tevennoù. Tri vi a vez ganto peurvuiañ ha difennet-mat e vezont gant an tad hag ar vamm, gant o figosoù tev. Liesseurt ha trouzus eo o mouezh : c'hoarzhadennoù, galvadennoù…

Boued kemmañ

Boued a bep seurt a ya ganto, evel gant ar spesadoù gouelini all : pesked bihan, kranked, kregin, vioù laboused all ha dilerc'hioù boued an dud. Stank e vezont kavet er c'hêrioù bremañ hag eno en em vagont diwar al lastez.

Traoù all kemmañ

Evned stank int en hor bro hag er c'hêrioù m'int deuet da vezañ ur gwir walenn e klasker lakaat o niver da zigreskiñ.

Spesadoù all kemmañ

 
Ur gouelan gris yaouank ("gouelan rous")

Meur a spesad hag isspesad nes a zo: Larus argentatus argenteus eo a vev e Breizh. E Skandinavia e kaver un isspesad brasoc'hik ha teñvaloc’hik: L. a. argentatus. Ur spesad kar, Larus cachinnans (gouelan gris ar c'hreisteiz), a vev en-dro d'ar Mor Kreizdouar, a c’heller kemmeskañ gant L. argentatus. E lodennoù all eus ar bed e kaver spesadoù all c’hoazh.

Rummatadur kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Laboused ar vro, gant T. Huon
  • Laboused an arvor, troet gant T. Huon ha P. an Habask, Al Lanv, 1984

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Daveoù ha notennoù kemmañ

  1. Perig Herbert, "Anvioù laboused Europa", Hor Yezh, niv.203-204, 1995, p.21.