Krennoadvezh ar maen

(Adkaset eus Mezolitik)
Oadvezhioù ragistorel
Holosen   La Tène   Kentistor
  Hallstatt
Oadvezh an houarn
  Diwezh Oadvezh an arem  
  Krennoadvezh an arem
  Henoadvezh an arem
Oadvezh an arem
    Kalkoliteg    
  Nevezoadvezh ar maen Ragistor
Krennoadvezh ar maen / Epipal.
Pleistosen     Henoadvezh diwezhañ ar maen  
    Henoadvezh krenn ar maen
    Henoadvezh koshañ ar maen
  Henoadvezh ar maen
Oadvezh ar maen

Krennoadvezh ar maen zo ur prantad eus ar ragistor a heuilh an Epipaleolitik, war-dro 10 500 vloaz zo. Merket eo gant kemmoù ekonomikel ha sokial ken bras ez eus bet graet anezhañ kentañ prantad ar c'hentistor en Europa gant skrivagnerien zo. Klotañ a ra ar prantad-se eus istor an den gant prantad hin ar "Boreal" (hervez labour Köppen) merket gant diorroadur ar c'hoadoù. Kregiñ a ra neuze ar poblañsoù epipaleolitik da vevañ er memes lec'hioù en un doare chomidik ha diorren tamm-ha-tamm ul labour-douar hep damesadur eus ar spesadoù plant eostet, e-kichen an obererezh preizhañ. Echuiñ a ra Krennoadvezh ar maen gant deroù implij ar spesadoù plant ha loened doñv nebeut-ha-nebeut e-pad an Neolitik, betek war-dro 4 300 BP en Norzheuropa[1].

Emdroadurioù ekonomikel, sevenadurel ha sokial

kemmañ

Krennoadvezh ar maen zo merket gant cheñchamantoù en emzalc'h ar strolladoù tud. Daoust ma seblant lod eus ar c'hemmoù-se (digresk an tachennoù chase, implij ar wareg…) bezañ liammet en un doare kreñv ouzh cheñchamantoù an endro c'hoarvezet da-heul tommadur an hin goude ar prantad skorn (kresk ar c'hoadoù, steuziadur ar geotdebrerien bras tremeniat evel ar mammouted, ar kirvi-erc'h…), kemmoù all (reveulzi e taolennadurioù an arz hag an arouezioù, diorroadur benerezh benvegoù maen bihan-kenañ …) a seblant liammet ouzh ar redoù diabarzh en emdroadur ar strolladoù tud[2].

Derc'hel a ra an dud da vevañ en un doare tremeniat. Koulskoude ez eo kalz stankoc'h ha liesseurt ar boued e-keñver Oadvezh ar skorn, ar pezh a ro tu dezhe da zilec'hiañ e tiriadoù bihanoc'h hervez lusk ar c'houlzadoù-amzer. Chañsoù a zo eta e tistrofe an dud er memes lec'h a vloaz da vloaz d'ar memes koulz-bloaz da dennañ o mad eus ar pezh a c'haller pourchas en-dro d'al lec'h-se. Lod eus an enklaskerien o deus savet ar vartezeadenn e oa bet lec'hioù « agora » o defe degemeret, da vareoù zo, bodadegoù strolladoù a veve dispartiet an eil re diouzh ar re all e-pad peurrest an amzer hag o doa harzoù ha prederioù boutin neoazh (eskemm danvezioù dre zonezon ha donezon en eskemm, eksodimez, chase m'o doa ezhomm kalz jiboesourien evit an huadegoù…) mes diaes e chom da brouiñ[2].

Prouet eo an darempredoù a veze etre ar strolladoù gant emled perzhioù sevenadurel e tiriadoù bras (anadiñ a ra an diskolperezh Montbani, diorren a ra an tristuriegoù e strollad ar framm saezhoù …). An ijinadennoù a seblant tremen eus an eil lec'h d'egile ha bezañ adwelet gant ar strollad o desk hervez e reizhiad teknik dezhañ e-unan, ha diouzh ar pezh a c'hall ober gant an danvezioù a zo en amen dezhañ.

Implij ar wareg hag ar saezhioù, peurgetket, en em led en Europa hag en Afrika a-bezh. Kreskiñ a ra neuze bihander ar pezhioù implijet evit an armoù chase e-keñver ar prantad kent. Savet e vez an elfennoù bihan peurliesañ diwar lavnennoù diskolpet er c'hailhastr dreist-holl (met ivez e maen-gwer, e kwartzoù …). E deroù Krennoadvezh ar maen ez eo ar poentennoù ar frammoù paotañ. Er prantad etre (en-dro da 8 000 BP) e weler diorroadur ar frammoù tric'hornek e-skoaz e-pad ar prantad diwezhañ (6 500 BP) e voe an tristuriegoù a veze implijet dreist-holl. Implij an holl frammoù-se evel begoù saezhioù a chom martezeus penn-da-benn rak aet eo da get ar c'horzennoù (skourroù koad) abaoe pell zo. Ral-kenañ eo dizoleiñ saezhioù klok (korzenn ha framm)[3].

Chaseet e veze bronneged bihan ha blotviled (melc'hwed-krogenneks, etc.) muioc'h-mui. E-tal an aodoù ez vez dastumet ar c'hregin hag a-wezhioù e kaver bernioù dilerc'hioù kregin o deus gellet servij da lec'h bevañ pe da vez.

Strolladoù pennañ ar prantad eo ar Sauveterrian, an Tardenoisian pe ar [[Castelnovian[C'hastelnovian]] e Bro-C'hall, ar Maglemosian hag an Ertebölian en Danmark.

Bez Tevieg

kemmañ

Bez Tevieg war ziskouez e Mirdi Toulouse

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Marcel Otte, La Protohistoire, De-Boeck / 2008, p. 8-9 & 172-173, ISBN 978-2-8041-5923-8
  2. 2,0 ha2,1 J.-G. Rozoy, 1978, Les derniers chasseurs. L'Épipaléolithique en France et en Belgique, Bulletin de la Société Archéologique Champenoise, numéro spécial juin 1978, 3 tomes
  3. M. Barbaza, 1999, Les Civilisations postglaciaires. La vie dans la grande forêt tempérée, Histoire de la France préhistorique, La Maison des Roches, 128 p., 76 fig.

Levrlennadur

kemmañ
  • M. Barbaza, 1999, Les Civilisations postglaciaires. La vie dans la grande forêt tempérée, Histoire de la France préhistorique, La Maison des Roches, 128 p., 76 fig.