Gwareg (arm)
arm
Ur wareg zo un arm, anezhañ ur walenn gromm e koad, metal pe un danvez all, a stigner ur gordenn outañ hag a dalvez da vannañ saezhoù er pellder. Gwechall e veze graet ar gwaregoù gant prenn hag ar saezhoù ivez alies. Bremañ avat e vez implijet danvezioù sintetek skañvoc'h ha kaletoc'h war un dro.
gwareg
Iskevrennad eus | draft weapon, sporting weapon, neuroballistic weapon |
---|---|
Rann eus | gwareg ha saezh |
Gant ar gwaregoù boas e c'haller tennañ saezhoù war-hed kant metr, ha gant lod e c'hall ar saezhoù bezañ bannet betek pevar c'hant metr. Implijet e veze ar gwaregoù gwechall evit chaseal hag evit ober brezel. Bremañ e vezont embreget gant sportourien peurvuiañ, e broioù Europa.
Gwelet ivez
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Frañsez Vallée, Ar gwaregata, ti-moullañ Prud'homme, Sant-Brieg, 1947.