Gwener (doueez)
*Diwar-benn an doueez roman eo ar pennad-mañ. Diwar-benn an doueez hellazat sellout ouzh Afrodite.
Gwener a oa doueez ar gened hag ar garantez e relijion ar Romaned kozh. Tennañ a ra da Afrodite an Hellened ha da d-Turan an Etrusked.
He far a gaver e relijionoù all :
Istor ur vojenn
kemmañDa gentañ e oa un doueez italek dister a-walc'h, a ziwalle al liorzhoù, strujusaat ar bleunioù ha dareviñ ar plant. N'eo nemet adalek an IIvet kantved kent JK e voe kemmesket gant Afrodite Hellaz, hag e voe roet dezhi perzhioù an doueez hellazat. Neuze eo e voe brud dezhi e Roma.
Er Iañ kantved, pa lavare Julius Caesar e tiskenne e diegezh, ar "gens Julia", eus Eneas, mab da Anchise ha da Wener, e voe reoliet gantañ lidoù-azeuliñ e "c'hourvamm". Neuze eo e voe gouestlet miz Ebrel d'an doueez, abalamour ma oa koulz dihun an natur, hag ivez, a-hervez, hini ar garantez.
Hec'h anv
kemmañGant ar Romaned e oa anavezet dindan an anv Venus ha dont a ra an anv Gwener eus tro-c'henel latin Venus, a zo Veneris. Kevatal e oa Venus, pe Gwener, da Afrodite ar C’hresianed kozh.
- Gwener anadiomene a vez graet anezhi en oberennoù arzel m'he gweler en he noazh o tont e-maez an dour.
Kerentiezh
kemmañMerc’h e oa da Yaou ha da Zione. Dimezet e oa da Vulcanus.
E-touez he bugale:
Karantezioù
kemmañKaret he deus doueed ha tud kenkoulz all.
Gant doueed
kemmañRediet e voe gant he zad Yaou da zimeziñ gant Vulkan, an doue tort ha divalav.
Gant tud
kemmañOberennoù arzel
kemmañGwelout:
Lennegezh
kemmañ- Ur pennad diwar he fenn zo el levr De mulieribus claris gant Boccaccio.
- La Vénus d'Ille, gant Prosper Mérimée
- Venus Anadyomène, ur varzhoneg gant Arthur Rimbaud.
Gwener anadiomene, murlivadur e Pompei, gant Apelles (a greder), kollet abaoe. Tapet e oa bet ar skeudenn a-raok an distruj.
Gerioù
kemmañ- Graet e vez an anv Venus (peurvuiañ), pe Gwener (a-wechoù) eus
- ur gaer a blac'h
- un delwenn gwreg dianav, ragistorel alies, ne vern pe neuz a ve dezhi.
Poltredoù maouezed en Gwener
kemmañ-
Gwener hec'h aval, gant Bartholomeus van der Helst (1664)
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Skeudennoù Gwener war ar pezhioù moneiz en Impalaeriezh roman
- Prosper Mérimée, La Vénus d’Ille, (danevell c'hallek, 1837).
- Gwener er mojennerezh hag en Arz