Pa oa degouezhet ar Spagnoled en Amerika e-kerzh ar XVIvet kantved eo an Azteked o doa savet ar brasañ impalaeriezh bet gwelet biskoazh e Kreizamerika. Mec'hikaed a raent anezho o-unan. Ar boblad chichimek-se a oa deuet ha staliet diwezhat-tre e Mec'hiko, war lez al lenn Tekskoko. En ur ober ur c’hantved, ar Vec'hikaed a reas eus o c'hêrig Tenochtitlan ur gêr veur, mestrez war an « Emglev Tridoubl » galloudus.

An impalaeriezh aztek e 1519

Ar gevredigezh

kemmañ

Ur meuriadig chichimek e oa an Azteked, gant ur gevredigezh simpl-tre, met d'ar mare ma oa deuet ar Spagnoled e oa deuet renkoù ar boblañs da vezañ luziet-mat met termenet gwelloc'h.

1 An Tlatoni An impalaer aztek e oa an Tlatoni. Ren a rae war bep tra, daoust dezhañ bout kelc'hiet gant pevar c'huzul (gouarnamant ha justis, ekonomiezh, brezel ha sonerezh).
Den n'en doa ar gwir da sellet outañ en e zaoulagad. Lesanvet e oa "an Hini a gomz" peogwir e kare an Azteked ar prezegennoù brav.
2 An Tetecuhtin
hag ar Veleien
An aotrouien e oa an Tetecuhtin en urzhaz aztek.
3 Ar Pochteca
hag ar Vrezelourien
Ar varc'hadourien binvidik e oa ar Pochteca, setu perak o deveze ur renk uheloc'hik er gevredigezh.
Bez' e oa ivez ar Vrezelourien, a oa karget da zifenn kêr ha da vrezeliñ ouzh ar c'hêrioù all.
4 An Tolteca An artizaned hag ar varc'hadourien baouroc'h eget ar Pochteca e oa an Tolteca.
5 Ar Macehualtin Al labourerien ordinal hag ar gouerien e oa ar Macehualtin.
6 An Tlamaitl
ha Tlatlacotin
Ar gouerien dizouar e oa an Tlamaitl, staget e vezent ouzh un dachenn ha na oa ket dezho. Pa veze gwerzhet an dachenn e vezent gwerzhet ganti. Disheñvel diouzh hini served Europa e oa o stad avat, pa ne anerent ket ha pa ne baeent ket tailhoù.
Sklaved e oa an Tlatlacotin. Doujetoc'h e vezent eget re Europa, ha kastizet e veze pep direizhder en o c'heñver. Frank e oa o bugale. Aotreet e veze an Tlatlacotin da berc'hennañ sklaved ivez, hag aotreet e vezent d'en em werzhañ.

Ar sport meur : ar belotenn pe c’hoari an Tlachtli

kemmañ

Brudet-tre e oa ar c’hoari-se e Merc’hiko a-bezh. Ar pal a oa lakaat ur volotenn gaoutchoug en ur walenn a-blom, staget da 3 metr a-us an douar. Bez' e oa div walenn evel-se, staget penn-ouzh-penn. Evit lakaat ar volotenn da dremen e-barzh e oa ret he zeurel gant an arzorn pe ar glin, arabat e oa avat en ober gant an daouarn pe an treid. Mar kouezhe ar volotenn e veze kastizet ar skipailh a oa faziet. Feuls a-walc’h e oa ar c'hoari. C’hoarvezout a rae alies gwelet ur c’hoarier (atav soudarded) hag a bake ar volotenn en e gof ha kouezhañ, marv war an taol. Relijiel a-walc’h ivez e oa ar c'hoari, peogwir e veze graet klaoustre da bep krogad gant ar c’hoarierien hag ar pinvidigezhioù gounezet a veze strollet da sioulaat an doueed.

Ar relijion

kemmañ

Bez' e oa 28 doue(ez) pennañ e relijion an Azteked.

Doueed Douezed

Mojennoù aztek

kemmañ

An diskenn d’an ifern

kemmañ

Luziet ha diaes e oa an hent a ziskenne da ifern ar relijion aztek : er penn-kentañ, an den marv a ranke treuziñ ur stêr zu, heuliet e oa gant ur c'hi hag a ziskoueze dezhañ an hent. Arabat e oa d'ar c'hi-se bezañ gwenn pe du. Mar boa gwenn e c'helle respont : « Mestr, mard on gwenn eo peogwir on bet gwalc'het e-pad pell en dour ha ne'm eus ket c'hoant da vout gwalc'het en-dro ! » ; mar boa du e c'helle lavarout : «Mestr, du on, ne'm gweli ket en dour-se ! » Goude bezañ treuzet ar stêr, an den marv a zileze e gi ha rankout a rae tremen etre daou venez a c'helle stekiñ an eil ouzh egile. Goude-se e ranke pignat war ur menez maen-gwer lemm-tre, treuziñ ur c'hoad stank-kenañ hag a-benn ar fin e ranke tremen en ur park ma oa biroù o kouezhañ warnañ. Hag ouzhpenn, e-pad an holl amprouennoù-se, un naer a nije en e gichen en ur glask debriñ kalon an den marv.
Goude-se e errue an den marv dirak Mictlantecutli ha Mictlanchiuatl, ha rankout a rae reiñ ur maenig-jad a oa e-barzh e veg (ma n'en doa ket e gollet a-raok o huchal dre aon). Kantren didermen a rae an den marv mar ne oa ket bet lakaet un tamm maen-jad en e c'henoù gant e familh.

Aozadur an arme

kemmañ

Kadourien a-feson e oa an Azteked, ha stad sokial ur soudard a greske diouzh e oberoù en emgannoù hag an niver a brizonidi en doa tapet. Bezañ ur "brezelour erer" e oa ar stad uhelañ a c'helled tapout.
Ar soudarded n'o doa harnez houarn pounner ebet, setu e c'hellent fiñval buan hag aes en natur. An arme aztek a oa neuze savet er penn-kentañ a vagadoù skañv ha prim, hag a lamme war o enebourien tapet-berr. Met dilañset e oa an teknik-mañ er brezelioù enep Europiz gant harnez ha armoù houarn.
Soudarded all, anvet "brezelerien jagoar", a veze gwisket gant kroc'hen al loen. Ar re-se e oa al lodenn bounner, solut, eus an arme, gorrekoc'h war an dachenn met desavet da ober ar brezel a-stroll. Implij a raent ur seurt penngod gant ul lavnenn e maen-gwer (tennet diouzh menezhioù-tan) anvet macana, a oa gouest memestra da droc'hañ ur marc'heger hag e marc'h e daou.

Ar brezel

kemmañ

An Azteked en em ganne da gemer douaroù ouzhpenn, ha d'ober prizonidi abalamour m'o deveze ezhomm eus tud da aberzhañ d'o doueed.
Eeun e veze o doareoù : ober brezelioùigoù fonnus gant bagadoù skañv d'ober an niver brasañ a brizonidi ; lazhañ pe distrujañ ne oa ket o fal.

An impalaerien

kemmañ
  • 1375-1395 : Acamapichtli
  • 1395-1417 : Huitzilihuitl
  • 1417-1427 : Chimalpopoca
  • 1427-1440 : Itzcoatl
  • 1440-1469 : Moktezuma Iañ
  • 1469-1481 : Axayacatl
  • 1481-1486 : Tizoc
  • 1486-1502 : Ahuitzotl
  • 1502-1520 : Moktezuma II
  • 1520-1521 : Cuitláhuac
  • 1521-1525 : Cuauhtémoc
  • 12 a viz Here 1492 : Kristof Kolomb a ya betek ar Bahamas.
  • 1511 — Ur barr-amzer a vann ur garavell war aodoù Yucatán. Unan eus ar re chomet bev, Aguilar, war-lec'h bezañ bac'het gant an Azteked, a zo dieubet eizh vloaz goude gant Hernán Cortés. Un eil, Guerrero, en em vesk gant ar Mayaed (dimeziñ a reas gant un noblez eus ar bobl).
  • 1517 — Teir bag dindan gourc'hemenn Corodoba a zo advountet gant Mayaed Yucatan ha Campeche. Moctezuma, impalaer aztek ar mare, o teskiñ donidigezh estrañjourien iskis, gant an aon e vefe distro Quetzalcoatl (evel ma lavar ar vojenn), a laka gedourien war an aodoù..
  • 1518 — Grijalva a heuilh aodoù Yucatàn hag eus pleg-mor Merc’hiko betek Tuxpan el lec’h ma’z eo resevet gant un degemer a-feson.
10 a viz C’hwevrer — Cortés a ya kuit eus Kuba gant 11 bag ha war-dro 400 den. Adkavout a ra Aguillar war aodoù Yucatàn, e Veracruz, ma reas un emglev gant an Dotonaked. Ar penn-tiern a roas sklavezed d’ar Spagnoled. En o zouez e oa ur plac’h yaouank eus orin nobl a gomze mayaeg ha nahuatl ; ar « Malinche » a droa komzoù Cortés hag a roas dezhañ ur bugel. Ganti, evit ar c'hentañ gwech, Cortés a glevas komz eus pinvidigezhioù an Azteked.
  • Ebrel 1519 — Cortés a resevas kalpiksk (ur c'hargad) Moktezuma, a roas profoù enanv an impalaer, boued, dilhad e kotoñs, pluennoù, bravigoù hag all. Ar c'halpiksk a gasas da Voktezuma un daskrivadur eus an dud nevez-degouezhet, ar pezh a lakaas Moktezuma hag e dlatoni en douetañs vras.
  • 2 a viz Gwengolo 1519 — Cortés a gasas e vigi d'ar strad evit tennañ pep mennozh da zizertiñ eus e soudarded ; goude-se e kuitaas tachenn an aodoù.
War-lerc'h un harzerezh bihan, an Dlaxcalteked hag o gopraerien Otomi a gendeuzas gant ar Spagnoled, ha mont a rejont war-du an draoñienn greiz.
E Tlakskala, Cortés a resevas kalpiksed all a-berzh Moctezuma, a glaskas e dizaliañ da vont d'e gêr-benn. Erruet e Cholula, kêr vignonez d'an Azteked, Cortés a zeskas e klaske ar boblad enebiñ outañ — lakaat a reas lazhañ miliadoù a dud ha distruj an idoloù.
Miz Du 1519 — Moctezuma, pa welas n'o doa e brofoù hag e vurzhud levezon ebet war lañs ha tagadennoù ar Spagnoled, a glaskas tec’hout kuit. Met ar velegien a zifennas outañ d’en ober. Krediñ a rae d'an impalaer e oa echu gant e vuhez, hag un dibunadeg kimiad a reas dirak an holl.
8 a viz Du 1519 — Da vintin ez erruas ar Spagnoled en Iztapalapan. Cortés a voe degemeret gant Moctezuma ha gant briadoù uhelidi. En em staliañ a reas ar Spagnoled e palez Axayacatla.
Adalek miz Du 1519 betek Mezheven 1520 — Toullbac’het e voe Moctezuma gant ar Spagnoled, ha ret e veze dezhañ alies klask sioulaat fulor ar pobl. Ar Spagnoled a grogas muioc'h-muiañ da enebiñ ouzh an doueed, ha kemeret e voe an aour digant an Azteked e-pad mavoe o c'hevredidi an Dlaxcalteked, o laerezh ar jad ha pluennoù prizius.
E-pad ezvezañs Cortés, e armead a dennas splet eus ul lid relijiel evit lazhañ un niver bras a noblañsed. Ar boblañs fuloret a grogas da enebiñ en un doare frank ouzh an estrañjourien disakr, ha zoken distro Cortés o klask sioulaat an traoù gant sikour Moctezuma ne voe ket trawalc'h d'en ober.
Meinataet e voe Moctezuma (lavarout a reer ivez e voe lazhet a-daol kontell gant ar Spagnoled). E miz Mezheven, Cuitlahuac a gemeras lec'h Moctezuma.
  • 30 a viz Mezheven 1520 — Feuket gant marv Moctezuma, an holl Azteked a gemeras krog en o armoù da skarzhañ ar Spagnoled, a oa bihan o niver. Ar Spagnoled hag o c'hevredidi a zeuas a-benn da dec'hout kuit eus kêr, met ker e koustas dezho o buhez : kollet ganto un niver spontus a soudard. Anavezet eo an darvoud-mañ hiziv an deiz dindan anv an Noche Triste.
  • E-pad dek miz, Cortés a vodas un arme d'ober ur brezel euzhus ma zeuas a-benn da zigenvezañ ar gêr-benn. Un diouer bras a voued hag a zour (sall eo al lenn) a grogas e kêr, gant ar vrec'h deuet eus a-eeun eus Kuba oc'h ober ur gwir lazhadeg. Cuitlahuac a varvas gant ar c'hleñved-red se, hag echu e voe gant an impalaeriezh Aztek.