Livadurioù da Afrodite
Bodet ez eus amañ un toullad taolennoù savet da Afrodite pe Gwener, hag a zo bet un niver bras anezho abaoe an Azginivelezh.
Awenet eo bet an arzourien a-wechoù gant mojennoù Hellaz kozh
- he ganedigezh, eus sper Ouranos kouezhet er mor: gwelout a reer Gwener o tiflukañ eus an dour, gwelout Ganedigezh Gwener.
- he c'harantezioù
- gant Ares (Meurzh ar Romaned)
- pe Adonis, livet gant Tizian ha Paolo Veronese
- gant Eros ( pe Kupidon, pe Amourig), gant Raffaello, Paolo Veronese, ha re all a-leizh
- gant Vulkan,
- o c'houlenn armoù digantañ evit Aeneas (gant Tintoretto, Rubens, Van Dyck, Boucher, Natoire).
- gant Aeneas
- o tegas an armoù goveliet gant Vulkan dezhañ ( Nicolas Poussin, Boullongne, Natoire).
- barnadenn Paris
- oc'h en em gempenn er gêr
- o vont da gouronkañ
- en he gourvez war he gwele, gant Tizian ha livourien all
- o tiskuizhañ,
- o selaou sonerezh (Tizian)
- dirak he melezour (Diego Velázquez).



Hag atav e vez en he noazh.
Diniver eo an oberennoù-se, met darn a zo brudet dreist ar re all:
XVvet kantvedAozañ
- Ganedigezh Gwener, gant Sandro Botticelli e 1485.
XVIvet kantvedAozañ
- 7 taolenn mojenn Gwener, gant Raffaello, a zo e mirdi ar Vatikan
- Gwener Anadiomene, livet gant Tizian e 1525
- Gwener ha Kupidon gant ur satir, gant Correggio e 1528
- Gwener, livet gant Lucas Cranach e 1532.
- Gwener Urbino, livet gant Tizian e 1538.
- Gwener hag al ludour, gant Tizian, e 1560,
- Gwener hag Adonis, gant Paolo Veronese , e 1580
- Meurzh ha Gwener, gant Paolo Veronese war-dro 1580,
- Gwener hag Adonis, gant Annibale Carracci
- Gwener mezvet gant Satir, gant Annibale Carracci
- Barnadenn Paris, gant Hendrik von Balen e 1599
XVIIvet kantvedAozañ
- Gwener ha Kupidon, gant Jacques de Gheyn, war-dro 1605-1610.
- Gwener dirak he melezour, gant Peter Paul Rubens war-dro 1615
- Barnadenn Paris, gant Rubens
- Kibelladenn Gwener, gant Simon Vouet e 1625.
- Gwener hag Adonis, gant Nicolas Poussin, e 1625
- Gwener ha Kupidon, gant Diego Velázquez, war-dro 1644
- Gwener hag an Teir Fulenn, gant Jacques Blanchard.
XVIIIvet kantvedAozañ
- Gwener hag Amourig, gant Sebastiano Ricci (1713).
- Gwener o'n em gempenn, gant François Boucher (1751)
- Gwener ha Kupidon, gant Gabriel Briard (1713).
XIXvet kantvedAozañ
- Meurzh dizarmet gant Gwener, gant Jacques-Louis David, e 1824
- Gwener Anadyomenes, gant Théodore Chasseriau, e 1838
- Gwener Anadyomenes, gant Dominique Ingres, e 1848
- Ganedigezh Gwener gant Amaury Duval (1862)
- Ganedigezh Gwener, gant Alexandre Cabanel, 1863.
- Ganedigezh Gwener, gant William Bouguereau, 1879.
- An teir doueez Athena Hera Aphrodite. Franz von Stuck
- Gwener ha Kupidon gant William Edward Frost
- Ganedigezh Gwener, gant Jean-Léon Gérôme, 1890.
XXvet kantvedAozañ
Ral eo deuet da vezañ livadurioù doueez an Henamzer
TaolennoùAozañ
Gwener (1532), gant Lucas Cranach kozh (1472-1553), Das Städel Museum, Frankfurt
Barnadenn Paris (1599), gant Hendrik von Balen (1575 – 1632),
Afrodite hag Adonis, gant Paolo Veronese
Meurzh, Gwener ha Kupidon, gant Guercino (1591–1666), e 1633
Gwener ha Kupidon, gant Caspar Netscher (1639–1684)
Gwener gant an aval, gant Bartholomeus van der Helst, 1664.
Gwener ha Kupidon, gant Lambert Sustris
Barnadenn Paris, gant Rubens, 1636
Gwener ha Kupidon, gant Gabriel Briard, XVIIIvet kantved
Jacopo Amigoni, war-dro 1740
Liammoù diavaezAozañ
- Skeudennoù eus delwennoù brudetañ Afrodite: [1]