Gwener Urbino
Gwener Urbino (Venere di Urbino en italianeg) a zo un eoullivadur brudet gant al livour veneziat Tizian, graet etre 1538 ha 1539, hag a weler hiriv e Mirdi an Ofisoù e Firenze. Goulennet e oa bet digant al livour gant un noblañs uhel. 50 vloaz e oa Tizian neuze, hag an dro gentañ e oa dezhañ kaout d'ober taolenn ur vaouez en he noazh penn-kil-ha-troad.
Ar prener
kemmañGwener Urbino a oa bet goulennet gant Guidobaldo della Rovere, mab da Francesco Maria Iañ della Rovere, Dug Urbino. Daou vloaz a-raok en devoa prenet poltred an hevelep maouez La Bella[1] digant Tizian ivez. En oberenn-se, a zo bet awenet gant Gwener o kousket, livet gant Giorgione, e weler ur vaouez en he noazh (Gwener? ur serc'h ? ur wreg nevez ?) gourvezet war ur gwele, dihun, en ur gambr, splann kened he c'horf[2].
En ul lizher gant Guidobaldo Della Rovere ez eus anv eus an donna nuda (an itron noazh), ha sed a ziskouez ne oa mojenn an henamzer nemet un digarez.
Da gentañ avat e oa graet da vezañ aes da gas (119 cm x 165 cm) hervez a c'houlenne ar prener.
An daolenn
kemmañDiskouezet ez eus ur vaouez yaouank, a dlefemp gwelout evel an doueez Gwener[3], en he noazh hag en he gourvez war ur gwele, en ur palez eus an Azginivelezh italian. War zigarez ar vojenn henamzerel eo korf ur gourtizanez anavet gantañ (ha gant tud all neuze ivez), marteze ar gourtizanez Veronica Franco, a fell d'al livour diskouez.
Stumm ar c'horf a zo diazezet war ul livadur gant al livour Giorgione (war-dro 1510) anvet Gwener Dresden pe Gwener o kousket. Muioc'h a vuhez hag a likentez avat zo e doare Tizian.
Harpet eo ar vaouez noazh war he brec'h dehoù, un dorchenn dindan he fenn, he blev dispak war he skoaz, un nebeud roz etre he bizied. Ne guzh netra eus he c'horf nemet he moudenn dindan he dorn kleiz, en un doare naturel. Ur c'hi bihan zo ouzh he zreid. En ur palez eus ar XVIvet kantved emañ. A-dreñv dezhi e weler div vatezh wa-dro un arc'h dilhad.
Gwener Urbino
kemmañUn oberenn arouezius eus e vuhez vicherel eo, ha patrom ar poltredoù gwragez noazh en o gourvez en un ti, evel a zo bet gwelet kalzik digant livourien Europa.
Gant an oberenn-se e vo awenet tud evel Édouard Manet pa livo Olympia, nemet ur c'hast eo a vo livet gantañ e-lec'h Gwener.
Evit lenn un dielfennañ anezhi, ne vo ken lenn skridoù Daniel Arasse ha re Erwin Panofsky.
Lennegezh
kemmañ- Meneget ha deskrivet eo an oberenn gant Mark Twain el levr A Tramp Abroad, e 1880. Dezhañ e oa "an diveshañ, lousañ, hudurañ, taolenn zo er bed".
- Gant an daolenn eo bet awenet Sarah Dunant da zeskrivañ Fiammetta Bianchini en he levr In the Company of the Courtesan e 2006.
- Meneget eo e levr Bernard Malamud, Naked Nude, ma c'houlenn un den ober un eiladenn eus an daolenn.
Delwennoù
kemmañUn delwenn zo bet savet, diwar al livadur, gant Lorenzo Bartolini, diwar an daolenn graet gant e vignon Ingres. War ziskouez emañ er Mirdi Fabre e Montpellier (Bro-C'hall). Un adstumm a oa da A. hag F. Pears Ltd., zo el Lady Lever Art Gallery e-kichen Liverpool.
-
Lorenzo Bartolini, Vénus couchée, 1820-1830, mirdi Fabre, Montpellier.
-
Adstumm da Wener Lorenzo Bartolini el Lady Lever Art Gallery , e Liverpool.
Notennoù
kemmañ- ↑ La Bella, a zo er Palez Pitti, e Firenze hiziv.
- ↑ Georges Brunel, article Iconographie de Vénus, Encyclopaedia Universalis, DVD, 2007
- ↑ Hervez Daniel Arasse, n'eo ket Gwener an hini eo.
Levrlennadur
kemmañ- Rose-Marie Hagen, Rainer Hagen: „Meisterwerke im Detail: Vom Teppich von Bayeux bis Diego Rivera. Band I“. Köln: Taschen Verlag, 2006. ISBN 3-8228-4787-9
- Wieland Schmied (Hg.): „Harenberg Museum der Malerei. 525 Meisterwerke aus sieben Jahrhunderten“. Dortmund: Harenberg Lexikon Verlag, 1999. ISBN 3-611-00814-1
- Erwin Panofsky, Problems in Titian, Mostly Iconographic, New York University Press, 1969 (embannadur gallek: Le Titien : questions d'iconologie, Hazan, 1990).
- Daniel Arasse, « La femme dans le coffre », On n’y voit rien, Descriptions, Paris, Denoël, 2000, p. 107-152 (adembannet en dastumad Folio Essais).
- La Vénus dévoilée, katalog an diskouezadeg gouestlet da Wener Urbino (2003-2004, Brussel, éd. Snoeck, 2003.