Gwener o kousket
Giorgione, war-dro 1510
Eoullivadur war vezher
108,5 × 175 cm
Gemäldegalerie Alte Meister
Dresden
Alamagn

Gwener o kousket (108 x175 cm, eoullivadur war lien), anavezet ivez dindan an anv Gwener Dresden, a zo un daolenn bet savet gant al livour italian Giorgione hag a c'haller gwelout e Gemäldegalerie Alte Meister, Staatliche Kunstsammlungen, e Dresden, en Alamagn. Hiziv an deiz e ouezer eo bet echuet an daolenn (an oabl hag an endro) gant Tizian e 1510, goude marv Giorgione.

An daolenn

kemmañ

Ur vaouez zo en he gourvez, en he noazh, hag he zrolinenn a seblant heuliañ hini an endro a weler a-dreñv, o tiskouez neuze ar c'horf evel un dra naturel-tre, tost ouzh an natur.

Hervez lod vefe an daolenn-se penn-kentañ an arz modern, rak diskouez ur vaouez en he noazh a oa un dra ral-kenañ d'ar mare-se, war-bouez e taolennoù Sandro Botticelli. Ouzhpenn da se ez eo leun a erotegezh an doare m'eo astennet Gwener, hag an doare ma laka he daouarn. Liv an argant a zo gant al lien a zo dindani, padal e oa boas an arzourien (gwelout Tizian pe Diego Velázquez) da implijout livioù tomm evit livañ seurt traoù.

Diwezhatoc'h e voe levezonet arzourien evel Dominique Ingres, Pieter Paul Rubens, pe c'hoazh Édouard Manet gant taolenn Giorgione.

Pennadoù kar

kemmañ